Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Zo spont ennañ. Daoulagad spontet. Sellet ouzh ub. gant un aer spontet. Kezeg spontet.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

spontet

1499
Daveenn : LVBCA p188 (espouentez)

spontet

1732
Daveenn : GReg pg eperdu (uë)

bezañ spontet gant

1732
Daveenn : GReg pg (s')alarmer

Ha chetu war-dro hanternoz e voe spontet, ha nec'het Booz, pa welas ur vaouez gourvezet oud e dreid.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.104, Buez Ruth.

Ar vamm a zo spontet ; tennañ ra 'l louzaouenn / A laka da vervel.

1867
Daveenn : MGK p71

Spontet, kollet e benn, Loull ar Bouc’h a zic’haloup eus e gambr d’an traoñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.119

Ar manac’h e-unan a chomas souezhet, o welet an dud-se o sellet outañ gant un aer spontet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.44

Hennezh, ma welje pe ma klevje un dra bennak, a dlee leuskel c’hwec’h pe seizh hopadenn stag-oc’h-stag, evel ar gaouenn o vont kuit pa vez spontet gant un dra bennak.

1878
Daveenn : EKG.II p.10

— Lavaret a raer ivez penaos e vezer spontet entre ar chapel hag ar feunteun. — Eno, el lec’h all, spontet e vezer dre-holl gant an Teuskoù-noz, ar [g]wrac’hed, ar gornandoned, ha karrigell an Ankou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

— Gwechall, emezañ — pell, pell zo abaoe — Lokiregiz pa ’c’h aent da Lanneur pe da Vontroulez, abred eus ar beure, pa dremenent dindan ar chapel, a [veze] alies spontet o welet prosesionoù kaer-meurbet o pignat gant ar vali, prosesionoù tud varv.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

Met, e gwirionez, me ’gred din penaos Herve Yann ne oa ket bet betek ar chapel : spontet eo bet moarvat gant ur c’hornandon pe un teusk bennak war an hent.

1925
Daveenn : BILZ2 p.134-135

Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.

1944
Daveenn : ATST p.51

Job : — « Ar voereb a zo aonik. » Lom : — « Bezit dinec’h ! Spontet e vo, pa glevo labous an Ankoù o c’hoari en-dro d’an ti. »

1944
Daveenn : ATST p.28

N’ouzon nemet un dra : spontet on bet dreist-muzul. Gant un nozvezh all evel-se, e vezin lazhet sur a-walc’h. O ! spontus e oa, spontus ! spontus !… O ! n’on ket evit lavarout deoc’h pegement !…

1944
Daveenn : ATST p.83

Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet.

1960
Daveenn : PETO p39-40

Hemañ avat, aonik marteze, pe c'hoazh dre ma edod en ur vro ma n'eus ket da c'hoari gant ar c'hleñved, a voe spontet, hag e lavaras dezhañ mont diouzhtu d'an ospital evit ma vije gouezet petra 'c'hoarveze gant e implijad.

1985
Daveenn : DGBD p78

An daou argader, spontet gant o zaol freuz hag ar sioulded a renas diouzhtu war-lerc'h, a gilas un tammig hag a sellas pizh en diabarzh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 73

Siellet e oa ar golo endeo, pa'z on bet spontet-mik a-nevez.

2012
Daveenn : DJHMH p. 81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial