I.
1. Unanderenn ster (astr).
Karout a rae ivez ar sterennoù. Ur sterenn a gouezho ag an neñv.
&
Sterenn-red : planedenn.
&
Sterenn-lostek, sterenn-vlevek, sterenn-varvek : steredenn-lostek.
&
(gant ur bennlizherenn-dal)
Gouel ar Sterenn : gouel ar Rouaned.
2. (gant ur bennlizherenn-dal)
Sterenn-an-Norzh, Sterenn-an-Hanternoz, Sterenn-ar-C'hreiznoz : steredenn skedusañ ar C'hastell-Karr-Kamm-Bihan, e anv skiantel Polaris, a dalvez da gavout an norzh.
&
Sterenn-ar-c'hi : steredenn-ar-C'hi.
&
Sterenn an deiz, Sterenn an noz, Sterenn ar c'hemener, Sterenn an Heol, Sterenn tarzh-an-deiz, Sterenn ar maesaer : ar blanedenn Gwener.
Ar sterenn-red anvet Sterenn an deiz, pe Sterenn an noz, hervez ma vez gwelet o splanniñ àr an deiz pe da noz.
3. Ent strizh (gant ur bennlizherenn-dal prl.)
Steredenn-an-Norzh, he anv skiantel Polaris.
Aze e lugerne ar C'harr-Kamm-Bihan hag ar Sterenn.
&
Trl. skeud.
Koll e sterenn, ar Sterenn : bezañ divarc'het, abafet, na c'houzout petra lavaret pe ober.
4. Dre skeud. (gant ur bennlizherenn-dal prl.)
Roud-avel a ya war-du penn-ahel an Norzh.
[1923] Pe war-du ar Sterenn, pe war-du ar C’hreisteiz, pe war-du ar C’hornog e kemerfes da hent[.]
&
(e kenstrolladoù)
Avel sterenn : avel norzh.
Traoù poazhet gant an heol berv pe gant avel sterenn.
&
Penn-sterenn : penn-ahel an Norzh.
&
Gwalarn-sterenn : roud-avel lec'hiet e-kreiz etre ar gwalarn hag an norzh.
HS. hanternoz, norzh.
II.
(ls. -où)
1. Nep tra damheñvel e neuz ouzh hini ur steredenn (I 1).
Sterennoùigoù erc'h. Ar c'hoad a darzh hag a strimp da bep tu sterennoù tan ruz ha luc'h.
HS. steredenn.
2. Dre skeud.
Tra, merk a dalvez da gavout an hent mat, da c'houzout ar pezh zo d'ober.
Ar sterenn a verko an hent mat d'ar Vreizhiz. O Berc'hed, sterenn ha heol hor bro.
3. (en e furm vihanaat)
Steredennig.
Tri devezh goude, e tistremenent an Albis hag e kemerent penn o hent war-du ar Sterenn.
Tri devez goude, e tistremenent an Albis hag e kemerent penn o hent war-du ar Sterenn.
1923
Référence :
SKET
p.122
A-hed mizvezhioù ha bloavezhioù e c’hellfes bale bro ez raok ; pe war-du ar Sterenn, pe war-du ar C’hreisteiz, pe war-du ar C’hornog e kemerfes da hent, n'oufes biken tizhout an harzoù anezhañ.
A-hed mizveziou ha bloaveziou e c’hellfes bale bro ez raok ; pe war-du ar Sterenn, pe wardu ar C’hreisteiz, pe war-du ar C’hornog e kemerfes da hent, n'oufes biken tizout an harzou anezan.
1923
Référence :
SKET
p.73
sterenn
1931
Référence :
VALL
pg (étoile du) berger
sterenn
balum-sterenn
1931
Référence :
VALL
pg baleine
an atlanteg sterenn
an Atlanteg-sterenn
1931
Référence :
VALL
pg Atlantique
sterenn
-sterenn
1931
Référence :
VALL
pg arctique, boréal
sterenn
1931
Référence :
VALL
pg astre
Lilienn gaer, Sterenn ar mor / O Gwerc'hez, dezhañ roit skor / Ha grit ma kavin da guñvaat / Kalonoù tud ar banniel gwenn, / An dinoaz kaezh ' glaskis lakaat / E jahin hakr ha marv tenn !
Lilienn gaer, Sterenn ar mor / O Gwerc'hez, dezañ roit skor / Ha grit ma kavin da guñvaat / Kalonou tud ar banniel gwenn, / An dinoaz kêz ' glaskis lakaat / E jahin hakr ha maro tenn !