Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. ar gwiadoù pe an traoù damheñvel) Lakaet stign. Setu savet an eor ha stignet ar ouel. Bigi graet gant krec'hin loened stignet war ur stern koad. Stignet ouzh drez ur wenodenn e kavas roued ur gevnidenn. 2. Gwisket stign. E vragoù a oa stignet-mat war e beñsoù. HS. start. 3. (db. ar mogerioù, an tiez) Lakaet pezhioù danvez tenn a-ispilh dezho. An tiez stignet gant liñselioù gwenn. 4. (db. an traoù da hemolc'hiñ, da besketa) Staliet. & Dre skeud. Ankounac'haomp emañ falc'h an Ankoù stignet war hor pennoù ha kemeromp un eurvezh plijadur. 5. (db. ardivinkoù zo) Luget. Ar sonenroller a oa stignet hag a lonkas an holl gomzoù. 6. Dre skeud. Lec'hiet uhel. Kastell Kersaozon a oa war un dosenn, stignet evel ur pondalez tri-c'hant troatad a-uc'h ar vro. HS. kludet, pintet. 7. Dre ast. Stignet eo gwareg-ar-glav : he gwelet a reer en oabl.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

stignet ha start

1659
Référence : LDJM.1 pg tendu (& roide)

stegnet an holl gouelioù

1732
Référence : GReg pg forcer (Forcer de voiles, pp.)

O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.

1867
Référence : MGK p19

Madelen a ziskroge ar sklisenn eus an tach, ur baotrez a azeze war an oaled ; ar paotr, a [veze] dindan, a lakae e benn war barlenn ar baotrez, stignet mat e vragoù war e beñsou.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Ha Bilzig elfek, e zaoulagad hag e zivskouarn gantañ digor-frank, stignet, bantet etrezek ar Roc’h, daoust hag-eñ n’en deus ket, a-dreuz kroz ar mor, klevet du-hont…

1925
Référence : BILZ2 p.124

Ar c’heleier a zigouezhe bemdez diouzh ar bed-holl, dre linennoù-orjal a oa bet stignet etre an Dosenn ha Pariz.

1944
Référence : EURW.1 p.213

He brozh, stegnet pervezh war he digroazell hag he morzhedoù leun, a ziskenne betek hanter kofoù he divhar o neuz flour, un hoal.

1949
Référence : SIZH p.66

Ar breur Arturo a oa an tan en e gig, en e wad, en e benn. Stignet e oa e izili, ken e kinnigent tarzhañ.

1949
Référence : SIZH p.51

Tremen a reomp an noz en ur geriadennig, stignet hor gweleoù dindan "veranda" ul lochenn, kuit da zisplegañ an teltoù.

1985
Référence : DGBD p36

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux