O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.
Ar breur Arturo a oa an tan en e gig, en e wad, en e benn. Stignet e oa e izili, ken e kinnigent tarzhañ.
He brozh, stegnet pervezh war he digroazell hag he morzhedoù leun, a ziskenne betek hanter kofoù he divhar o neuz flour, un hoal.
Hag ar c’hezeg, pep hini gant ur mell gwareg koad stignet sonn a-us d’e voue – d’am meno loenedigoù dister en abeg d’o ment ha d’o c’hrev hir-hir, ha koulskoude tan e-leizh a veze enno – hag o ferc’henn ’ta !
Abalamour da betra « ar speur houarn» stignet gant Lenin ha Stalin war dreuzoù ar baradoz krouet ganto ?
Tremen a reomp an noz en ur geriadennig, stignet hor gweleoù dindan "veranda" ul lochenn, kuit da zisplegañ an teltoù.
Santout a rae o selloù paret warni pa stoue evit sellet dindan ar c'houskedennoù ha pa veze stignet lien he frag war he fenn a-dreñv.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
stignig-prenestr