Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. ar c'herdin, al lêrennoù, h.a.) Zo tenn warnañ. N'eo ket stign a-walc'h al lêrenn-se. DHS. start. 2. (db. organoù zo) Reut dre vezañ re leun. Stign eo bronnoù ar givri. & Trl. Me zo stign warnon : reut eo ma c'hof. II. Adv. Delc'her stign udb. : e zelc'her stignet.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

stign

1850
Daveenn : GON.II pg steñ, stiñ

n'eo ket stegn a-walc'h ar stegn

1850
Daveenn : GON.II pg steñ

stegn

1850
Daveenn : GON.II pg steñ, stiñ

O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.

1867
Daveenn : MGK p19

« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »

1867
Daveenn : MGK p15-16

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Daveenn : MGK p14

ha neuze e tigored dor ar gambr-se, e sached stign ar gwele, e tihuned ar c'housker

2012
Daveenn : DJHMH p23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial