Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. Chañs. Avantur vat deoc'h. Avantur vat d'ar re yaouank. Kenavo ma zad, ma mamm, da'm c'hoarezed avantur vat. II. 1. Planedenn. Kredet hoc'h eus e oa tonket e avantur, fall pe mat, da bep unan. & Trl. Lavaret an avantur vat d'ub. : lavaret, tennañ e blanedenn dezhañ. Kozh wrac'hed a lavar o avantur d'an dud. & Trl. Mont gant e avantur : bevañ ar vuhez zo tonket d'an den. Ma zud zo dimezet, aet gant o avantur. HS. tonkad(ur). 2. Darvoudoù dic'hortoz, divoas pe souezhus a c'hoarvez e buhez ub. Kaozeal a rejod eus avanturioù an daou vreur. Avanturioù Yann Gonan a Wengamp. Romantoù avanturioù. Trl. Redek an avantur : klask bevañ degouezhioù divoas, dic'hortoz pe souezhus. Trl. Bugale diwar an avantur : bugale bet engehentet er-maez eus an dimeziñ. Tri pe bevar bugel he doa, deuet hall diwar an avantur. Ur bugel tapet diwar an avantur. HS. chans, tro (2). 3. Tr. stl. isur. En avantur na : gant aon na. Aon o sentiñ ouzh he moumoun kaezh, en avantur na vije graet goap anezhi. 4. Tr. adv. Diwar an avantur, d'an avantur : hep choaz, dre zegouezh. Kemer diwar an avantur. C'hoari d'an avantur. En avantur ez aje. 5. Tr. adv. En avantur Doue, d'an avantur Doue : o lezel ar chañs da ren, pa vez arvarus disoc'h un ober dh., a c'hoarvezo evel ma tle bezañ. Ha me en avantur Doue, da bellaat diouzh al lestr. Mont a rin en avantur Doue. Baleet em eus em bro d'an avantur Doue. Lezel an traoù en avantur Doue : lezel an traoù da gas diouzh o roll, lezel ar chañs da ren. 6. Trl. estl. En avantur Doue, d'an avantur Doue : estlammadenn a ziskouez eur prest da zegemer an darvoudoù evel ma c'hoarvezint. En avantur Doue !

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

Henri Boseg a lavar, mar kar Doe, me am bezo avantur vat ha karzr

1331
Référence : ABER niv. 69, p305

avantur

1499
Référence : LVBCA p29 (auanture)

avantur

1659
Référence : LDJM.1 pg aduenture

avantur

1659
Référence : LDJM.1 pg chance

avantur

1659
Référence : LDJM.1 pg mal (aduenture)

gwall avantur

1732
Référence : GReg pg aventure (triple aventure)

an avantur vat

1732
Référence : GReg pg aventure (la bonne aventure, la destinée)

lavaret e avantur vat da ur re

1732
Référence : GReg pg aventure (dire la bonne aventure à quelqu'un)

avanturioù

1732
Référence : GReg pg aventure (chose qui arrive inopinément), cas (accident arrivé par fortune)

skiant da anaout an avantur dre al lignennoù eus an dorn

1732
Référence : GReg pg chiromance (divination par l'inspection de la main)

nep a deu da divinañ an avantur dioc'h an dorn

1732
Référence : GReg pg chiromancien

c'hoari d'an avantur

1732
Référence : GReg pg hazard (Joüer au hazard.)

c'hoariet d'an avantur

1732
Référence : GReg pg hazard (Joüer au hazard, pp.)

avantur

1732
Référence : GReg pg aventure (chose qui arrive inopinément), cas (accident arrivé par fortune), contingence, hazard (Hazard, cas fortuit.)

dre 'n avantur

1732
Référence : GReg pg aventure (d'aventure, par hazard), hazard (Par hazard.)

diwar an avantur

1732
Référence : GReg pg aventure (d'aventure, par hazard)

d'an avantur

1732
Référence : GReg pg aventure (a toute aventure, quoiqu'il en puisse arriver), hazard (A tout hazard.)

avantur vat

1732
Référence : GReg pg aventure (bonne aventure)

hag am bo daouzek krouadur, hag holl diwar an avantur; me 'm bo dezhe abid satin gwenn, o c'haso d'ar skol en ur vandenn

1874
Référence : GBI.II p226

en avantur

1909
Référence : BROU p. 204 (de crainte que...)

avantur

1931
Référence : VALL pg aventure

Ur wech all, e oa digouezhet un avantur drol da Zorig ar Gall ha din. Un avantur hag he dije gallet echuiñ fall evidomp.

1944
Référence : EURW.1 p.150

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Référence : EURW.1 p5

Ha soñj ho peus, Mab-den, e yae da hendadoù, War an donn gounnaret, en avantur Doue ?

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Ar vugale-se a yelo en avantur Doue hag en em douellañ a rin me ma-unan o soñjal e ran ar pezh a c'hellan, da lavarout eo netra.

2015
Référence : EHPEA p381

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux