Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Kas (udb.) pell dioutañ gant nerzh. Stlepel ur maen. Stlepel udb. ouzh ub. Stlepel udb. en udb. Stlepel ub. er-maez. [1954] pleustradegoù a bep seurt, da skouer : [...] stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn [...]. & Stlepel ub., udb. kuit. DHS. bannañ (stlapañ), teuler. 2. Trl. Stlepel (ub., udb.) d'an douar, d'an traoñ : e deuler d'an douar, d'an traoñ. & Dre skeud. Stlepel d'an douar, d'an traoñ : e lakaat da gouezhañ. 3. Trl. Stlepel (udb.) war udb. : e lakaat hep aket. Stlepel e vantell war ur gador, war e gein. 4. Trl. Stlepel (ub., udb.) diwar udb. : e lakaat da gouezhañ. Stlepel ub. diwar e varc'h. HS. pilat. 5. Trl. Kaout arc'hant da stlepel diouzh an-unan : kaout arc'hant forzh pegement. Ret eo a-dra-sur o defe arc'hant da stlepel diouto ! II. V. em. EN EM STLEPEL WAR (UB., UDB.) : mont a-dizh etrezek ub., udb. En em stlapet eo warnon. HS. (en em) strinkañ, (en em) deuler.

Exemples historiques : 
45
Masquer la liste des exemples

stlapañ

1659
Référence : LDJM.1 pg ietter

stlapañ oc'h an douar

1659
Référence : LDJM.1 pg stlapa (oc'h an douar)

An tri den yaouank a Izrael a yoa stlapet en ur fournez elumet.

1732
Référence : GReg pg fournaise (Les trois enfans d'Israël furent jettez dans une fournaise ardente.)

stlapañ

1850
Référence : GON.II pg stlapa (jeter. lancer. darder), striñka

stlapet

1850
Référence : GON.II pg stlapa (jeter. lancer. darder. Part.)

Stlapit-eñ d'an douar.

1850
Référence : GON.II pg stlapa (jetez-le à terre).

en em stlapañ

1850
Référence : GON.II pg stlapa (se jeter, se lancer, s'élancer).

En em stlapet eo bet warnon.

1850
Référence : GON.II pg stlapa (il s'est jeté sur moi).

En ur forn vras e voent stlapet.

1850
Référence : GON.II.HV pg forn-vrâz (On les jeta dans une fournaise).

sklapañ

1850
Référence : GON.II pg sklapa (le même que "lapa").

Taolit zoken a-zevri, lod eus ho hordennoù, ha stlapit-i war ho lerc'h, evit m'o dastumo, hep ruziañ, hag hep bezañ tamallet gant den.

1850
Référence : GON.II p.102, Buez Ruth.

Kollet gantañ e nerzh, izil, leun a anken, / Gant ar boan a c'houzañv e stlap e fagodenn.

1867
Référence : MGK p67

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern.

1867
Référence : MGK p24

E-lec'h arc'hant kuzhet, e kavjont kalz mein-sklent A stlapjont ac'hano.

1867
Référence : MGK p31

Hag ar bleiz da gregiñ, da sachañ endra c'hell, / Hag ar wareg o tizantell / Da stlepel ac'hano paotr ar bouzelloù ein / Toullgofet treuz-didreuz, marv-mik war e gein.

1867
Référence : MGK p99

Ur pennad mat e oa bet o seniñ, hag atav e valee er penn a-raok pa deuas ur vouled da skeiñ war e zorn dehou, d’e frigasañ ha da stlapañ e drompilh pell dioutañ.

1877
Référence : EKG.I. p.299

Pa wele ar soudarded oc’h en em erbediñ outo, war bennoù e zaoulin, bizaj ur manac’h kozh, roufennet e zremm gant an daeloù, gwennet e benn gant aon rak an ifern, kaledet e groc’hen gant ar binijenn. el lec’h astenn dezhañ o dorn, e tarc’haouent warnezhañ taolioù kros-fuzuilh ker kalet ha ker pounner, ma vruzunent outañ e benn, ha ma sklapent e empenn ouc’h ar mogerioù a-dro-war-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.39

Petra a welis neuze ? O ! ur ranngalon e oa ! Gwele Herve, a yoa e-kichen an aoled, a yoa divarc’het ; arbel Katell Eukat a yoa diskolpet a daolioù bouc’hal ; an dilhad a yoa stlapet amañ hag ahont dre al leur-zi ; ur grusifi eus ar re vravañ, he doa bet Katell, pa zimezas, digant itron gozh maner Mailhe, a yoa aet kuit...

1878
Référence : EKG.II p.42

N’hor boe ket a geuz, rak Canclaux en doa lezet unan eus e girri da ober pont e Kergidu ; e-feson, n’en doa ket bet a amzer d’her c’has gantañ. Ni a yeas dreistañ en tu all, ha goude-se a grogas en e limonoù hag hen stlapas er ganol, evit miret ouc’h Canclaux da zont dre an hent bras ma teuje c’hoant dezhañ da zont war hor lerc’h.

1878
Référence : EKG.II p.2

En ur sellet en-dro din, e kavis tamm amañ tamm ahont, stlapet e-kichen ur poull-dour ; ennañ, me ’gred, e oa taolet an tammoù all.

1878
Référence : EKG.II p.37

Ar soudarded a en em lakeas da c'hwiliañ ha da furchañ kement tra a yoa en ti, eus an eil penn d’egile, eus an nec’h d’an traoñ ; an armelioù a voe divarc’het, an dilhadoù stlapet e-kreiz al leur-zi, an irc'hier didalet hag ar greun ingalet amañ hag ahont ; aon o doa paotred ar Republik e vije kuzhet unan bennak e-touez an dilhad pe e-kreiz un arc’had winizh.

1878
Référence : EKG.II p.278

Gant ur roeñvadenn hepken e reas d’e vag kilañ war-hed ugent "leuga" en a-dreñv, betek e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregiñ en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerzh ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha menezioù ha ma ’z eas da gouezhañ er pradoù en tu-hont, en ur lazhañ tri-ugent buoc’h a oa o peuriñ eno (2).

1923
Référence : SKET p.43

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Référence : SKET p.134-135

O tarc’haouiñ e zaou zorn en un taol e skoas ar roue kozh en o c’hilpenn Mandonios ha Tautamos hag o stlapas war ruilh an eil a-zehou, egile a-gleiz gant kement a nerzh ma voe damfreget ganto moger al logell ha ma chomjont astennet war an douar badaouet-holl.

1923
Référence : SKET p.103-104

Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !

1923
Référence : SKET p.27

Bilzig a deuas, da sikour e vreur, un taol dorn hag ur voutadenn, ha setu Jojo stlapet a-hed e gorf war an traezh gleb, un taol-mor a fregas en e gichen : goloet Jojo a zour hag a eonenn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1124 (Miz Du 1924).

— Mat ar per, paotr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez ! — Ro deomp pep a hini, Jojo ! eme Bilzig. — Taol dezho pep a hini, a grias Olier da Jojo, pep a hini ! — Dal ! Ha Jojo a stlapas ur vozad da Vilzig. Roet a zo bet dezho ivez un toullad spezard, ha da Vadalen ur c’hodellad kastrilhez.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

— Peoc’h, Pipi ! Hag a daolioù treid, an aotrou person a stlapas ar c’hi en kreiz ar porzh.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

stlepel er vann

1931
Référence : VALL pg (lever la main en l')air (jeter en l'air)

‘Us d’an nor-dal e tu an aber eo merket ar frazenn-mañ e kembraeg : - « Mard out mignon, deus da ziskuizhañ er c’hastell, ha kae kuit gant grad vat. Mard out enebour, deus memes tra, ha pa ‘z i kuit, stlap da zrougiezh ».

1944
Référence : EURW.1 p.118

C'hoari polotenn : stlepel an eil d'egile ur bolotenn leun a vrenn, bet gwriet gant ar vamm pe ar c'hoar vras.

1944
Référence : EURW.1 p23

— « Penaos 'ta ? Kouezhet er puñs. Gaouiad ! Anzavit 'ta hoc'h eus stlapet anezhi er puñs, maleüruz bihan. »

1944
Référence : EURW.1 p21

Holl gazetennoù Pariz a vrudas an "Emsav Chouanted" a oa bet en Alre, hag ar mallozhioù stlapet war ar ministr Combes hag e vevelien.

1944
Référence : EURW.1 p.207

Un devezh, ma oa digouezhet ar simbolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude skol, em boa stlapet ar votezig en ur puñs.

1944
Référence : EURW.1 p21

— « Ho ! ho ! Job, dont a rit ? » Ha Job a stlape, kerkent, e forc’h, pe e falz, pe e falc’h ha dao ! da redek ar barrez.

1944
Référence : ATST p.26

Ha Katell ar Vourc’h-kozh a stlapas da Chann ar Runigoù, e-kreiz he fas, ur mell pezh tamm toaz flibouz ["flibous"] ma strinkas beradennoù e pep tu ha zoken e genou ar merc’hed a c’hoarzhe re d’ar mare.

1944
Référence : ATST p.87

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Référence : EURW.1 p.199

Da c’houde, e kemeras kaz ouzh ar varzhed yaouank, hag e stlapas meur a vaen en hol liorzh. Ne vern.

1944
Référence : EURW.1 p.188

Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.

1954
Référence : VAZA p.123

Met siwazh, trec’het e vezen bep tro ma kroge ennon ar c’hoant butunat unan diouto, ha pell-pell kent bezañ distro e Breizh, stlepel a ris er mor ar voest ken kaer na vane ken netra enni.

1954
Référence : VAZA p.96-97

Piv en dije lâret d'al lôn / Emaomp-ni warnañ o klask tu / D'en stlapañ pell en ifern don ?

1960
Référence : PETO p66

Teod wiber ma c'harabasenn, / War-zu un islonk leun a euzh, / En deus ma stlapet er gasenn / Am spouron mantrus hag am beuz.

1960
Référence : PETO p43

Bleukata ha stlepel a ra dioutañ, gant un nerzh iskis, ar soudarded bodet en-dro dezhañ.

1960
Référence : PETO p50

Gwir eo ivez ne deo ket bemdez eo o devez kig fresk da zibriñ ; toulloù en douar, trapoù, lindagoù, pechoù a bep seurt a vez lakaet evit klask tapout an "nyama", met an nyama n'eo ket ken stank-se, ha ne da ket bep gwech d'en em stlepel el lindagoù pe er pechoù.

1985
Référence : DGBD p75

Hemañ [an den e darempred gant ar mediaoù] n'en deus ket stlapet e skinweler c'hoazh, ha derc'hel a ra da sellet outañ zoken !

2015
Référence : DISENT p124

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux