V.
I.
V.k.e.
1. Lakaat ur stouv (war ul lestr bnk.).
Stouvañ ur voutailh.
&
Trl. skeud.
Stouvañ plas : mont kalz a ichoù gantañ.
Hennezh a stouv plas 'vat !
ES. distouvañ.
2. Dre skeud.
Lakaat da devel.
O stouvet en doa.
&
Trl.
Stouvañ e c'henoù da ub. : trec'hiñ warnañ en ur gomz lemm.
3. Dre ast. (db. ar boued)
Sammañ ar stomog.
Ar banne chokolad-se en deus stouvet ac'hanon.
HS. stambouc'hañ.
II.
V.k.d.
Stouvañ war (un toull) : lakaat udb. warnañ d'e glozañ.
Ruilhet o doa ur maen bras da stouvañ warnezhañ.
III.
V.g. (db. ar boued)
Bezañ gwalc'het ub., leuniet e stomog.
Ro dezhi ur c'hofad mat d'he lein, ken e stouvo.
DHS. stambouc'hañ, tagañ.
Référence :
GON.II
pg stoufa ou stouva (boucher avec un bouchon), pg stouva (voyez "stoufa").
Keit ha ma hijent, en-dro dezhe, ar mennozhioù-se, ar sparl drez a stouve dor ar vered a zo kouezhet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar gouloù koar a luc’h ; an aotrou person, ar c’hure, ar sakrist hag ar [g]olisted a zo o c’hortoz…..
Keit ha ma c’hijent, en-dro d’ê, ar mennoziou-ze, ar sparl drêz a stoufe dor ar vered a zo koueet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar goulou koar a luc’h ; an ôtrou person, ar c’hure, ar zakrist hag ar c’holisted a zo o c’hortoz…..
1925
Référence :
BILZ2
p.157
stouvañ
stouva
1931
Référence :
VALL
pg aveugler (un trou), boucher (un trou, une bouteille)
Ar froud-se en deus berniet ervadoù bras a c'hrouan a-hed an aod, dreist-holl en norzh da antre ar stêr Kongo, homañ a zegas, anat eo ur c'hementad bras a liñvaj betek ar mor hag ar froud-mor her bunt war du an norzh, hag e stoufont tamm ha tamm an aberioù, a vez troet e loc'hoù dour sall er penn tostañ d'ar mor, damzisall pe disall-krenn pelloc'h eus ar mor.