Télécharger les mots parents stlakal straker strakerezh strakus
Ma ve bet o seulioù / Harp oc'h seul an Ankoù, / Ma ve bet gant ar c'hlaz o gwazhied holl sonnet, / Oc'h holl draoù ar bed-mañ o daoulagad prennet, / Stanket-holl o divskouarn da selaou er bed all, / M'o defe bet klevet o c'halon o strakal / Gant diframm ar marv yen o labourat o c'hig, / Neuze, war ar bed-mañ ne vent ket reuzeudik.
Gouzout a raen bremañ ar pezh em boa c’hoant da c’houzout ; edon e-touez ar balan ; sevel a ris va fuzuilh dreist ar bleñchoù, bizañ a ris e-pad m’edo Brutus an Normant o komz en ur sakreal hag en ur bec’hiñ ouc’h [ouzh] unan eus e gamaraded ; an tenn a strakas, ha pec’hed Brutus a voe troc’het dre an hanter.
Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »
Evit da Lotei bezañ ur baradorig [sic "baradozig"] war an douar, ur baradozig didrouz e-lec’h ne glever nemet al laboused a [sic "o"] kanañ er girzhier, rodoù ar c’hirri o strakal war an hent, pe skluz ar stêr vras o voudal en draonienn, Lotei he deus ivez hec’h istor hag istorioù a sac’hadoù.
Ha setu un deiz bennak, beure-mat, va lestr-reder o tremen dirak kreñvlec’h Sant Yann, kêrbenn an Douar-Nevez, o lidañ hon degouezh a daolioù kanol ken ma strake al lenn a-bezh hag an tevennoù e[n]-dro dezhi, ken meinek, ken disc’hlasvez [sic, dic’hlasvez] ha lein Beg ar Raz.
Daoust ha ma klaske repu en he c’hambrig, eviti da stouvañ he divskouar [sic, divskouarn] hag he fenn kuzhet ganti dindan ar pallennoù[-]gwele, bepred e stage da zifroñkal ha da grial forzh he buhez adal ma kleve an tennoù o strakal.
Ha ken klok, ken brav e sache ar wazed a nerzh korf war fust ar roeñvoù ma skare ar gale kalz primoc’h eget na ruilhfe ur ganetenn war ar skorn, ha ma vanjomp bamet, krog ennomp ar c’hoant strakal daouarn en ur sellout outo.
Evit ar pezh a selle ouzh pakañ boued, gant ne vije ket diwar e goust, pe evañ ken ma strake, nag e Priel na moarvat neblec’h all ne oa hini ebet eveltañ.
Strakal daouarn a reas an hini-gozh ha kanmeulet e voen ganti ken ma findaone. « Mais c’est bien, emezi, c’est même très bien, c’est parfait, mon jeune ami, c’est on ne peut mieux ! » ha setu mab va zad koeñvet gant al lorc’h.
Daoust ha ma ’z eo tremenet evidon ar c’houlz c’hoari va zroad porc’hell – petra bennak ma lavar tud ’zo : hag ur c’hozh paotr-karr e plij dezhañ ober d’e skourjez strakal gwech ha gwech all – n’eus forzh, n’ouzon ket pegeit ’zo ne vez montr ebet e[n]-dro din.
Netra aesoc’h, kwita, eget redek da gerc’hat un test all e-touez ar Vignoned en Iliz ; nann da !... kavout a rae marteze d’ar beskoñsul Kuniot e oamp deut un tammig diwezhatoc’h eget ne voe bet divizet, pe moarvat mall ’oa gantañ plediñ prim-ha-prim gant tudigoù eveldomp-ni, ha marteze all ne bade ken gant ar boan, a-drugarez d’ur bramm a-dreuz na ouie ket ervat dre be penn strakal e-maez rak ur c’hac’her diaes, pa lavaran, e oa an drask-se !….
Ha seul ma tostaemp, seul vuioc’h e sourre, e vouboue, e speunie hag e strake skiltroc’h-skiltr ar safar dizisrann a zo c’hwezh-dic’hwezh, alan ramzel ur gêr veur.
Ral eo koulskoude e kouezhje ar gurun er vro-se, kement ha ma ouzon, peurvuiañ ez eo etre div goumoulenn eo e strak al luc'hed.
O lezel [ar gazetennerion] da aloubiñ ma burev ha da zispakañ evel tennataerion. Azezañ a ran ha gortoz e strakfe an tennoù kentañ.
Mots précédents
Mots suivants
strakataus