Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. Ober un heuliad trouzioù trumm ha dibad, kreñv pe greñvoc'h. Sellet a raen gant dudi ouzh an tan o strakal er c'heuneud. Ar gurun a strake. Klevet em boa an nor o strakal. Ar wern a strakas hag a gouezhas en dour. [1877] Goloet eo an heol, du eo an amzer, mes ne strakl ket c’hoazh ar gurun. 2. Ober un trouz trumm ha dibad. Strakal a rae ar skourjezoù. [1878] bizañ a ris e-pad m’edo Brutus an Normant o komz en ur sakreal hag en ur bec’hiñ ouc’h [ouzh] unan eus e gamaraded ; an tenn a strakas, ha pec’hed Brutus a voe troc’het dre an hanter. B. Dre ast. 1. Faoutiñ dre ma vez kras. Poazhit ar grampouezhenn ken e strako. 2. Faoutiñ en ur ober trouz. 3. Brammat. C. Dre skeud. 1. (db. tud o riotal) Termen a implijer evit reiñ da c'houzout ez eus bec'h etre an dud. Amañ 'vat e strak an traoù ! 2. Tr. dic'hour. Ken a strak : kement ha ma c'hall bezañ. Ober a reas tan ken a strake dindan ar gaoter. An daou baotr a lope ken a strake. Ar c'hoarzh a darzhe ken a strake. II. V.k.e. 1. Lakaat (udb.) d'ober un heuliad trouzioù trumm ha dibad. Strakal e zent. DHS. skrignal. 2. Ober un trouz strakus gant udb. Strakal e skourjez. Strakal a reas an nor. 3. Trl. Strakal e zaouarn : diskouez e blijadur, reiñ meuleudioù da ub. dre stekiñ e zaou zorn an eil ouzh egile. Youc'hal a raent a-leizh korzenn o strakal o daouarn. Me a strake ma daouarn herrañ ma c'hallen. [1954] Strakal daouarn a reas an hini-gozh ha kanmeulet e voen ganti ken ma findaone. 4. Trl. skeud. Kas ub. da strakal brulu war ar menez, war Venez-Are, war Venez-Bre : kas ub. diwar-dro. HS. sutal. III. Anv-verb. [1877] Kerkent e voe klevet stalaf ar gwele o tigeriñ en ur strakal hag ar sakrist oc’h ober ul lamm plom war ar bank.

Skouerioù istorel : 
46
Kuzhat roll ar skouerioù

strakal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg claquer

strakal an daouarn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg batre vne main contre l'autre

strakal an dent

1659
Daveenn : LDJM.1 pg claqueter des dents

Dao dezhañ, ken na straqlo e eskern !

1732
Daveenn : GReg pg frapper (Frappe-le bien serré.)

strakal

1732
Daveenn : GReg pg claquer (faire du bruit avec les mains, les doigts, les os, un foüet, &c), craquer (faire crac, causer un craquement), habler (craquer)

straklet

1732
Daveenn : GReg pg claquer (faire du bruit avec les mains, les doigts, les os, un foüet, &c), craquer (faire crac, causer un craquement), habler (craquer, pp.)

strakiñ

1732
Daveenn : GReg pg claquer (faire du bruit avec les mains, les doigts, les os, un foüet, &c), craquer (faire crac, causer un craquement)

strakal

1732
Daveenn : GReg pg claquer (faire du bruit avec les mains, les doigts, les os, un foüet, &c), craquer (faire crac, causer un craquement)

straket

1732
Daveenn : GReg pg claquer (faire du bruit avec les mains, les doigts, les os, un foüet, &c), craquer (faire crac, causer un craquement)

straklañ

1732
Daveenn : GReg pg craquetter (petiller)

straklet

1732
Daveenn : GReg pg craquetter (petiller)

ar c'hoad fav a strakl en tan

1732
Daveenn : GReg pg (le bois de hêtre) craquette (au feu)

straklañ an dent

1732
Daveenn : GReg pg craquetter (des dents)

dibriñ un dra bennak a strakl etre an dent

1732
Daveenn : GReg pg croquer

bazhatiñ unan bennak ken ne strak

1732
Daveenn : GReg pg (battre quelqu'un) dos (& ventre)

strakañ

1850
Daveenn : GON.II pg stlaka (claquer, faire un certain bruit aigu et éclatant. on dit aussi "straka", dans le même sens), pg straka (voyez "stlaka"), straker, strakérez

strakañ

1850
Daveenn : GON.II pg strâka et strâkal (éclater, se rompre avec grand bruit. craquer. pétiller. au figuré, hâbler, mentir, faire des contes).

strakal

1850
Daveenn : GON.II pg strâka et strâkal (éclater, se rompre avec grand bruit. craquer. pétiller. au figuré, hâbler, mentir, faire des contes).

straket

1850
Daveenn : GON.II pg strâka et strâkal (éclater, se rompre avec grand bruit. craquer. pétiller. au figuré, hâbler, mentir, faire des contes. Part.)

Ar c'hoad faou a strak en tan.

1850
Daveenn : GON.II pg strâka (le bois de hêtre pétille dans le feu).

Strakañ a gar.

1850
Daveenn : GON.II pg strâka (il aime à hâbler, à faire des contes).

straklañ

1850
Daveenn : GON.II pg strâka et strâkal (éclater, se rompre avec grand bruit. craquer. pétiller. au figuré, hâbler, mentir, faire des contes [...] quelques uns prononcent "strâkla").

Ma ve bet o seulioù / Harp oc'h seul an Ankoù, / Ma ve bet gant ar c'hlaz o gwazhied holl sonnet, / Oc'h holl draoù ar bed-mañ o daoulagad prennet, / Stanket-holl o divskouarn da selaou er bed all, / M'o defe bet klevet o c'halon o strakal / Gant diframm ar marv yen o labourat o c'hig, / Neuze, war ar bed-mañ ne vent ket reuzeudik.

1867
Daveenn : MGK p66-67

Heñvel e oant ouc’h ar goabrenn a sav en oabl. Goloet eo an heol, du eo an amzer, mes ne strakl ket c’hoazh ar gurun.

1877
Daveenn : EKG.I. p.266

Kerkent e voe klevet stalaf ar gwele o tigeriñ en ur strakal hag ar sakrist oc’h ober ul lamm plom war ar bank.

1877
Daveenn : EKG.I. p.111

A-vec’h en doa an aotrou Branelleg digoret e lizher, ma voe klevet dor an ti o tigeriñ ken na strake, ha boteier ar soudarded o toumpal war mein-glas al leur-zi.

1878
Daveenn : EKG.II p.222

Gouzout a raen bremañ ar pezh em boa c’hoant da c’houzout ; edon e-touez ar balan ; sevel a ris va fuzuilh dreist ar bleñchoù, bizañ a ris e-pad m’edo Brutus an Normant o komz en ur sakreal hag en ur bec’hiñ ouc’h [ouzh] unan eus e gamaraded ; an tenn a strakas, ha pec’hed Brutus a voe troc’het dre an hanter.

1878
Daveenn : EKG.II p.88-89

Al leoned hag an tigred, sailhet outo war o choug, a waskas en o geol klopenn o fennoù, ouzh o strakañ evel klor kraoñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

Kamula a glevas al leuriad broen o strakañ dindan treid ar c’hannad, e zorn o stekiñ d’he skoaz, e vizied o sachañ war he blev melen.

1924
Daveenn : SKET.II p.12

Hag ur youc’hadenn ! ur youc’hadenn ken euzhus, ken spontus, ken a seblantas d’ar Manac’h e strake e holl izili, e frailhe an douar dre e greiz…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Oulierig en foñs, war barlenn e dad, a grene ken a strake e zent en e c’hinou.

1925
Daveenn : BILZ2 p.146

Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

An deiz war-lerc'h vintin, abred, ur c'hloc'h a sonas un tu bennak, hag ar « pion », savet dija, a strakas en e zaouarn hag a huchas : Dominus vobiscum.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Pa strakas ar Reveulzi Vras, gouenn ar Jafrenaoued hag ar Winamanted, abalamour d'he stad a berc'henn douar a yeas a-du gant an noblañs hag ar veleien.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Evit da Lotei bezañ ur baradorig [sic "baradozig"] war an douar, ur baradozig didrouz e-lec’h ne glever nemet al laboused a [sic "o"] kanañ er girzhier, rodoù ar c’hirri o strakal war an hent, pe skluz ar stêr vras o voudal en draonienn, Lotei he deus ivez hec’h istor hag istorioù a sac’hadoù.

1944
Daveenn : ATST p.10

Ne oa ket tremenet gantañ c'hoazh e gendamouez noter, pa strakas ar brezel da viz Gouere 1870, etre Frañs hag Alamagn.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

War seulioù ar superior e teuas kerkent ur beleg all, un den gros hag uhel, un dremm ruz dezhañ, ur gouzoug tarv, ur c'hof hag a venne strakal e soutanenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Ha setu un deiz bennak, beure-mat, va lestr-reder o tremen dirak kreñvlec’h Sant Yann, kêrbenn an Douar-Nevez, o lidañ hon degouezh a daolioù kanol ken ma strake al lenn a-bezh hag an tevennoù e[n]-dro dezhi, ken meinek, ken disc’hlasvez [sic, dic’hlasvez] ha lein Beg ar Raz.

1954
Daveenn : VAZA p.105

Strakal daouarn a reas an hini-gozh ha kanmeulet e voen ganti ken ma findaone. « Mais c’est bien, emezi, c’est même très bien, c’est parfait, mon jeune ami, c’est on ne peut mieux ! » ha setu mab va zad koeñvet gant al lorc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.71

Ha ken klok, ken brav e sache ar wazed a nerzh korf war fust ar roeñvoù ma skare ar gale kalz primoc’h eget na ruilhfe ur ganetenn war ar skorn, ha ma vanjomp bamet, krog ennomp ar c’hoant strakal daouarn en ur sellout outo.

1954
Daveenn : VAZA p.131

Evit ar pezh a selle ouzh pakañ boued, gant ne vije ket diwar e goust, pe evañ ken ma strake, nag e Priel na moarvat neblec’h all ne oa hini ebet eveltañ.

1954
Daveenn : VAZA p.116

Daoust ha ma ’z eo tremenet evidon ar c’houlz c’hoari va zroad porc’hell – petra bennak ma lavar tud ’zo : hag ur c’hozh paotr-karr e plij dezhañ ober d’e skourjez strakal gwech ha gwech all – n’eus forzh, n’ouzon ket pegeit ’zo ne vez montr ebet e[n]-dro din.

1954
Daveenn : VAZA p.99

Un tenn a strak ha, tizhet en e wal-gein, e kouezh Pêr an Hir d'an douar, ar gwad o poulladañ dindanañ.

1960
Daveenn : PETO p51

An tennoù ' strak, ar gwad a red ; / Ar marv doujañ[,] n'eo ket ret / Pa[,] 'vit ar frankiz[,] ' stourmer holl / Gant kalon[,] ma ned ay da goll.

1960
Daveenn : PETO p72

Ral eo koulskoude e kouezhje ar gurun er vro-se, kement ha ma ouzon, peurvuiañ ez eo etre div goumoulenn eo e strak al luc'hed.

1985
Daveenn : DGBD p139

O lezel [ar gazetennerion] da aloubiñ ma burev ha da zispakañ evel tennataerion. Azezañ a ran ha gortoz e strakfe an tennoù kentañ.

2015
Daveenn : EHPEA p71

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial