Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(distag diouzh e genarroud) 1. Termen a dalvez da c'heriañ un enebadur. Kaer eo an traoù-mañ, ker int avat. Ne reas ket kalz a zroug, avat. Hemañ zo skañv, egile, avat, a vo diaes da zibradañ. HS. evelato, koulskoude. 2. Termen a ra ar c'homzer gantañ evit pouezañ war ar pezh a lavar, evit diskouez eo souezhet, bamet gant ub., udb. Graet o deus troioù, avat ! Hennezh, avat, a ranko chom amañ. « Dont a ri ? - ya, 'vat ! ». « N'int ket gwall vrav - nann, 'vat ! ». HS. a-dra-sur. EVEZH. : er yezh komzet e krenner avat e 'vat prl.

Exemples historiques : 
58
Masquer la liste des exemples

Hemañ a zo bras a-walc'h, egile avat n'eo ket.

1850
Référence : GON.II p.93, livre second, (Celui-ci est assez grand, mais l'autre ne l'est pas).

avat

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Conjonctions composées, (mais).

Kan al labousig a zo berr, m'oar 'vat, n'eo ket hir kennebeut ar Bater : hogen n'eo ket ul labous eo an den, ha marvailhoù n'int ket Paterioù.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

ne dalvez ket avat labour Rikoù hini e batrom

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Hemañ [ar pintig], laouen ha sederik, / A gane bemdez kaer-meurbet. / E glevet a voa un dudi ; / Ar big avat, o ragachat, / A dorre pennoù tud an ti.

1867
Référence : MGK p22

— « Setu neuze, avat, / Eme an desketañ, petra zo da ober : / O vezañ ma'z eo kozh, en deus ezhomm tommder / Da neveziñ e c'hwad, da zont kreñv ha seder. »

1867
Référence : MGK p105

Rikoù oa mab ul labourer-douar hag en doa c'hoant ober ur beleg anezhañ; ne gasas ket avat c'hoant e dad da benn, hag o vezañ er skol e zeskadurezh a chomas fraost.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Hennezh n’en doa ket daou liard war e hanv ; c’hoant kaout arc’hant en doa avat, n’eus forzh dre be c’hiz.

1877
Référence : EKG.I. p.38

— Daoust ha ne anavezfec’h ket dre eno ul louzaouer hanvet Lukaz ? — Eo-da avat, me hen anavez mat ; zoken a-wechoù ec’h evomp pep a chopinad hon-daou.

1877
Référence : EKG.I. p.90-91

Nad it ket da grediñ evelato e ve bet graet an holl diskianterezh difeiz-se gant tud hor bro. Nann. Lezer ober a raent, avat.

1877
Référence : EKG.I. p.173

An hini kozh n’en devoe afer a netra ; an hini yaouank a lakeas ur c’horn bara en e c’hodell en ur drugarekaat ar manac’h eus e vadelezh ; an hini kozh avat ne droas ket zoken e benn da sellet outañ.

1877
Référence : EKG.I. p.60-61

— Ya, emeve ouzhin va unan, abaoe m’oc’h-c’hwi deuet enni eo houmañ bro an diaoul, gwir eo ; a-raok n’oa ket, avat.

1878
Référence : EKG.II p.55

Mar teu an hini en deus skrivet istor Yann Pennorz da gomz keit diwar-benn e dad-kozh, n’eo ket evit en em veuliñ nag evit en em fougeal eo, evit lavaret an traoù evel ma’z int c’hoarvezet eo avat.

1878
Référence : EKG.II p.58

— Daoust ha c’hoant mont da siliaoua ec’h eus e-kreiz an noz, e kanol Keraouell ? — N’eo ket da siliaoua eo ez an ; d’ar chase, avat, ne lavaran ket. — Da chaseal petra ?

1878
Référence : EKG.II p.26

Ya avat

1909
Référence : BROU p. 200

ac'hat

1909
Référence : BROU p. 200

Hanter-leuniañ ne rejont ken ; a-walc’h dezho e voe avat ! ha Derkeia, he doa nac’het evañ, a welas o treiñ kerkent doare he div c’hoar.

1923
Référence : SKET p.103

E tarzh kentañ an Amzer, e pennderou an Traoù, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa.

1923
Référence : SKET p.26

Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...

1923
Référence : SKET p.5-6

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Référence : SKET p.102-103

Ar re-se eo ar madelezhioù a vez digaset d’he heul gant ur vuhez hervez ar Reizh roet gant an doueed. Estregeto a zo avat !

1923
Référence : SKET p.75

Strivañ a rin da zont a-benn eus ar riskloù-se, eme an den yaouank. Kizañ razo, avat, n’hellan ket ober !

1924
Référence : SKET.II p.41

E c’hoar hor gwallgas aliezik, ar Marv avat n’her gra nepred.

1924
Référence : SKET.II p.44

Keuz n’em eus ket d’am foan avat !

1924
Référence : SKET.II p.57

Ar gelennadurezh dre c’herioù hepken a zo un hêrezh deomp diwar-lerc’h Rom hag ar C’hres, diwar-lerc’h ar Gelted ne zeu ket avat !

1924
Référence : SKET.II p.24

— Me ’oar avat ec’h anavezez anezho, lavar piv a oa ganit, hag e vi laosket da vont, ha diouzhtu ! Piv a oa ganit ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

avat

1927
Référence : Geri.Ern pg avat

Ar mor, avat, ne blije ket nemeur din d'ar c'houlz-se, na bremañ, kennebeut all, n'on ket gwrac'h gantañ, rak, da'm meno, ar gazeg c'hlas a ra re, kalz re, a drouz, hag, ouzhpenn da se, he c'havan gwall griz e-keñver mordeidi Breizh.

1929
Référence : SVBV p.14

avat

1931
Référence : VALL pg aphérèse

avat

1931
Référence : VALL pg aphérèse

Gwall zihetus e vije bet, avat, ul labour dre-vras, ha dihetus a-walc'h eo dija an douarstummadouriezh pa n'eus ket bet graet anaoudegezh ganti...

1943
Référence : TNKN p8

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »

1944
Référence : ATST p.68

Al logod, avat, dre ma oa treut an traoù en ti a oa tec’het war-du ul lec’h all.

1944
Référence : ATST p.63

— « Ha c’hwi a wel sklaer, Lom ? » « Ya ’vat ! Job, ha gouzout a ran e verk an heol… d’an eur-mañ… war-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. »

1944
Référence : ATST p.18

— « Job. » — « Petra ’zo, Lom ? » — « Job, hon eontr a zo marv. » — « Gouzout a ran. Trist, trist eo. » — « C’hwi ’gav ? » — « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. » — « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »

1944
Référence : ATST p.17-18

Lezomp, avat, a gostez [a-gostez] loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.

1944
Référence : ATST p.9

Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »

1944
Référence : ATST p.95

– « C'hwi 'zo daou labous avat, emezañ. Aet oc'h kuit ? » – « Ya, emezomp-ni ».

1944
Référence : EURW.1 p38

Nemet, avat, e rebeche d'am zad na zalc'he ket a-walc'h warnon da gaozeal galleg.

1944
Référence : EURW.1 p20

Gwashoc’h eget chas, a soñjen. Sell amañ ur vuhez avat !

1944
Référence : EURW.1 p.191

Betek neuze e veze brezhoneget hep teurel pled ; bremañ avat e veze brezhoneget dre vis fall.

1944
Référence : EURW.1 p42

- Tenn herzel ouzh ar c'hoant gouzout, Sezni. Ma oufemp petra eo, d'an nebeutañ ! - Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel.

1949
Référence : SIZH p.54

Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek. Re bell avat, evit degas sinadurezh.

1949
Référence : SIZH p.39

An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.

1949
Référence : SIZH p.40

E-lec'h mont, avat, setu hi hag azezañ war ar skabell-bediñ, ha gant he dorn du-maneget diskouez ur plas d'ar breur Arturo en he c'hichen. - Azezit em c'hichen ! emezi.

1949
Référence : SIZH p.42

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Référence : SIZH p.45

- Breur Celestino, en ho plas ez afen da gofes. Ha pediñ a rafen, ken a... - Marteze ! C'hwi avat, n'oc'h nemet un tamm koad.

1949
Référence : SIZH p.47

Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.

1949
Référence : SIZH p.48

Di youl [sic, diyoul], avat, e teu da vezañ.

1949
Référence : SIZH p.52

Sammet e oa, avat, gant kudenn e wad e-keñver ar vaouez.

1949
Référence : SIZH p.53

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Référence : SIZH p.53

Bourret o deus al leaned ; evit ar wech, ar re yaouank, evel-just, ouzh ar seurt kofesadegoù a vouezh uhel; dirak an holl : an dra-se a oa evito un doare pezh-c'hoari, sakr, a-dra-sur : pezh-c'hoari, avat.

1949
Référence : SIZH p.59

Yaouankik on ha n'eo ket hir / Ma skiant-prenet, evit gwir ; / Ur ger, avat, diwar ma fed, / A lârin daoust ha ma 'z eo pred / Deoc'h prim ac'hann redek da guzh / Pa gerzh an amzer ha pa uz.

1960
Référence : PETO p59

Kement ha laou e penn un dall, Kemennoù mat, reolioù fall. Hag eus ar re-mañ muioc'h 'vat, Ya ! muioc'h kalz eget d'hor grad.

1960
Référence : PETO p12

Evel avat ma kemer al labour sevel kartennoù ur pennad brav a amzer, ne guitais Libreville nemet d'ar 27 a viz gwengolo.

1985
Référence : DGBD p67

Ar skolaj avat a oa un dra emren, ha ne oa tu ebet da lakaat ar vugale da sujañ.

1985
Référence : DGBD p5

Diwar meur a abeg avat e oa deuet dibosupl en ober.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

N'eo ket ret dimp holl bezañ arbennigourien avat.

2015
Référence : DISENT p36

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux