Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »
Keuz n’em eus ket d’am foan avat !
avat
avat
Gwall zihetus e vije bet, avat, ul labour dre-vras, ha dihetus a-walc'h eo dija an douarstummadouriezh pa n'eus ket bet graet anaoudegezh ganti...
— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. » — « Soñjal a-walc’h a raen n’ho poa klevet mann ebet, rak kaer am boa hopal : Job ! Job ! den ne responte. »
Al logod, avat, dre ma oa treut an traoù en ti a oa tec’het war-du ul lec’h all.
— « Ha c’hwi a wel sklaer, Lom ? » « Ya ’vat ! Job, ha gouzout a ran e verk an heol… d’an eur-mañ… war-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. »
— « Job. » — « Petra ’zo, Lom ? » — « Job, hon eontr a zo marv. » — « Gouzout a ran. Trist, trist eo. » — « C’hwi ’gav ? » — « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. » — « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »
Lezomp, avat, a gostez [a-gostez] loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.
Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »
- Tenn herzel ouzh ar c'hoant gouzout, Sezni. Ma oufemp petra eo, d'an nebeutañ ! - Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel.
Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek. Re bell avat, evit degas sinadurezh.
An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.
E-lec'h mont, avat, setu hi hag azezañ war ar skabell-bediñ, ha gant he dorn du-maneget diskouez ur plas d'ar breur Arturo en he c'hichen. - Azezit em c'hichen ! emezi.
- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.
- Breur Celestino, en ho plas ez afen da gofes. Ha pediñ a rafen, ken a... - Marteze ! C'hwi avat, n'oc'h nemet un tamm koad.
Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.
Di youl [sic, diyoul], avat, e teu da vezañ.
Sammet e oa, avat, gant kudenn e wad e-keñver ar vaouez.
- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.
Bourret o deus al leaned ; evit ar wech, ar re yaouank, evel-just, ouzh ar seurt kofesadegoù a vouezh uhel; dirak an holl : an dra-se a oa evito un doare pezh-c'hoari, sakr, a-dra-sur : pezh-c'hoari, avat.
Evel avat ma kemer al labour sevel kartennoù ur pennad brav a amzer, ne guitais Libreville nemet d'ar 27 a viz gwengolo.
Ar skolaj avat a oa un dra emren, ha ne oa tu ebet da lakaat ar vugale da sujañ.
Diwar meur a abeg avat e oa deuet dibosupl en ober.
N'eo ket ret dimp holl bezañ arbennigourien avat.