Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. A gaver amañ hag ahont. Eskern tud ha gwad strewet a bep tu. Gerioù dibaot strewet penn-da-benn an oberenn. Mereurioù strewet war ar maez. Strewet e oa ar c'histin war an douar. HS. a-strew, strewek. 2. (db. an tachennoù) Strewet a udb. : ma kaver an dra-mañ amañ hag ahont en un doare stank pe stankoc'h. Un dachenn ledan, strewet a vrug hag a lann. Traezh strewet a veinigoù.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

strewet

1850
Référence : GON.II.HV pg stréet

daoulagad strewet en deus

1850
Référence : GON.II.HV pg stréet

Ra vo stlabezet al ludu anezhañ, beuzet er fank, strewet d’ar peder avel !

1923
Référence : SKET p.52

D’an eil : Ne oa ket tud vev war an douar nemetken, hogen er planedennoù strewet dre an Oabl diziwezh.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Lojet e oamp dindan teltennoù a zek den, strewet tost ha tost en ul lanneg vras.

1944
Référence : EURW.1 p.204

Va fakadoù a welan strewet amañ hag ahont a-hed an hent, merc'hed harpet o bec'h war ur c'hef gwezenn bilet, gwazed diskennet er gwazhioù evit glebiañ o c'horf d'hen distanañ.

1985
Référence : DGBD p122

Sellout a reas en-dro dezhañ, hag ur santad displijus hag iskis en devoe pa dreuzas ar c'helc'hva a oa bet leun a studierion drant un deiz, hag a oa bremañ ul lec'h kañvaouus ma rene an tav ; goloet e oa an taolioù gant dafar kimiezh, strewet e oa war al leur kasedoù ha plouz d'ober pakadoù, hag ur gouloù gwan a gouezhe dre ar volz vrumennek.

2012
Référence : DJHMH p43

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux