Hag en desped d’o dienez druezus, e tiskouez an dud-mañ bezañ laouen-bras ; c’hoarzh ha kan, levenez ha dudi a zo en o zouez ; n’eus na gin, na droukrañs, na kounnar war o zremm spelc’het gant an heol, holl emaint o chagellat had tro-heol, ken ma ’z eo gronnet ar c’hae gant ar pluskennoù, evel ma welen gwechall e Priel an hent strewet gant glazur deiz sul [Sul] ar Sakramant.
Va fakadoù a welan strewet amañ hag ahont a-hed an hent, merc'hed harpet o bec'h war ur c'hef gwezenn bilet, gwazed diskennet er gwazhioù evit glebiañ o c'horf d'hen distanañ.
Sellout a reas en-dro dezhañ, hag ur santad displijus hag iskis en devoe pa dreuzas ar c'helc'hva a oa bet leun a studierion drant un deiz, hag a oa bremañ ul lec'h kañvaouus ma rene an tav ; goloet e oa an taolioù gant dafar kimiezh, strewet e oa war al leur kasedoù ha plouz d'ober pakadoù, hag ur gouloù gwan a gouezhe dre ar volz vrumennek.
He divhar dinerzh a blegas ken na gouezhas war he daoulin war al leur strewet a dammoù plastr.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
strewiñ