Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. Skignañ a bep tu. Strewiñ ludu el liorzh. 2. Ledañ. Pa hadit gwez, lakait hed etrezo evit ma c'hallint strewiñ gwell o gwrizioù. HS. astenn. II. V. em. EN EM STREWIÑ. 1. En em skignañ. Ur frond c'hwek en em strew tro-ha-tro. 2. (db. an dud) Mont d'en em staliañ tu-mañ tu-hont. Menec'h Breizh-Veur a zeu d'en em strewiñ e Breizh-Vihan. 3. (db. an dud, al loened) Mont a bep tu. Skeiñ a rin ar pastor hag an deñved en em strewo. DHS. a-strew, dasstrewiñ.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

strewiñ

1732
Daveenn : GReg pg éparpiller (jetter, ou laisser tomber çà & là)

strewiñ

1732
Daveenn : GReg pg éparpiller (jetter, ou laisser tomber çà & là)

strewiñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stréaouin, stréi

strewiñ

1850
Daveenn : GON.II pg skiña, stréaouin, stréi

strewet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stréi

strewet eo bet laezh gantañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stréaouin

strewet

1850
Daveenn : GON.II pg stréaouin

Strewiñ

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "éparpiller, parsemer, joncher".

Ra zeuio ar glac’har da buchañ ouzh da oaled, ar gasoni hag an dizunvaniezh da strewiñ o gwele ha da brejañ ez ti !

1923
Daveenn : SKET p.84

An « araokaat » a c'hourc'hemenne ma vije skubet ar yezhoù kozh ha strewet ar galleg dre-holl, da c'hortoz ma vije komzet ur yezh nemetken e-barzh ar bed.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Kement-mañ a roas lañs d'ar gazetenn-se da strewiñ dre Vreizh-Izel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.143

Strewiñ 'raen en o mesk levrioùigoù a bep seurt, embannet gant moullerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.157

Alies eno, leun a zoan ; / E kleven kontañ, goude koan, / Al lazhadeier, muntroù dall, / An distruj kriz, an tanioù-gwall / A strew didruez chas ar preizh / E-touez hon tud, hor broiz keizh.

1960
Daveenn : PETO p60

Posupl eo deoc'h ivez derc'hel ur frilien intret gant sitroñs dirak ho kenou evit silañ ar gaz pa vo strewet en aer.

2015
Daveenn : DISENT p162

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial