Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v. I. V.g. 1. (db. al liñvennoù) Dont er-maez gant tizh, e stumm ur bouilh prl. Int a laka teir feunteun da strimpiñ ag an douar. Strimpet e oa ar sistr war ar voger. Stekiñ ma zal, ken kreñv ma strimp ar gwad er-maez. HS. flistrañ. 2. Dre heveleb. Dont er-maez gant tizh. Ar fulennoù tan a strimp eus o genoù. An houarn-gweskenn prest da strimpiñ a veg al loen. HS. strinkañ. 3. Bezañ taolet gant tizh. Takennoù gwad a strimp diwar ar c'hleze o fraoñval. Ar greun a strimp a bep tu edan taol ar freilhoù. 4. (db. an daeroù) Dont er-maez. Strimpiñ a reas an daer a ma daoulagad gant truez ouzh ar re-se. 5. En em zistagañ gant tizh. Tri biz d'ar soudard a strimp. Un taol bouc'hal en deus lakaet un tamm a glipenn e c'har da strimpiñ. HS. lammat. 6. Dre ast. (db. an dud) Mont a-dizh. Setu an dud o strimpiñ er-maez ag o ziez hag o redek d'e gavout. Vonig a strimp da zigeriñ. Arc'hoazh vintin e vo dav din strimpiñ : sevel eus ma gwele. HS. difraeañ, hastañ. 7. Dre ast. Lammat. Ar garabasenn a strimpe gant al levenez. A pan eo diskennet ar mestr e strimp ar c'hazh e-kreiz e zaoulagad. HS. sailhañ. 8. Dre ast. Teuler takennnoù stank en ur darzhañ. Strimpet eo ar voutailhad. 9. Bezañ distaget, laosket gant tizh ha nerzh. Un taol c'hoarzh a strimpas er-maez a galonoù ma c'henseurted. E gomzoù a strimpe ag e galon tanflammet. 10. Dre skeud. Dont war wel trumm. Ne fell ket muioc'h evit lakaat ar brezhoneg da strimpiñ er-maez ! II. V.k.d. STRIMPIÑ WAR UB., UDB. : en em deuler gant tizh warnañ. Strimpiñ a ra ar maeziad àr an draen. Hag int strimpiñ àrnezhañ evit ober dezhañ daoulinañ. DHS. strinkañ. HS. lammat, sailhañ. III. V.k.e. 1. Sparfañ. Gant ur barr, mestr an ti a strimpe dour santel àr an oaledad koad. Kaer o deus en em walc'hiñ, strimpiñ dour àr o c'hein. 2. Strewiñ. Amañ e vunudont kignen da strimpiñ àr al lein. 3. Glebiañ (dre deuler udb.). Strimpit diabarzh ho ruskenn gant laezh dous.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

Da c'hwec'h eur diouzh ar beure ez eo diverret trumm an nemorant eus ma c'housked gant ur bellgomzadenn. Strimpiñ a ran ha redek betek ar sal-vevañ.

2015
Référence : EHPEA p305

Diwar neuze, diskuliañ dibaouez e fallagriezh; skeiñ tartezennoù; strimpañ gwad faos -zap-.

2015
Référence : DISENT p56

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux