I.
1. [1732, 1850] Doare gwer, plom ennañ, zo boulloc'h ha pounneroc'h eget ar gwer boas.
Ur werenn strink.
&
Trl. kv.
Lugerniñ evel strink : bezañ lugernus-tre.
[1924] O valegiñ war zaou dor ar grec’hienn a-zehou hag a-gleiz, div roc’hell gourlufr ha kelc’hiek a lugerne evel strink.
2. Maen strink : zo strinkennoù ouzh e ober.
II.
A.
1. [1850] Lusk, nerzh udb. a strink (1).
Trumm e fraoñvas strink ar maen dreist ma skoaz. Ar pesk a voe skoet war ar garreg gant ar strink.
2. Trl.
Strink an deiz : tarzh-deiz.
B. (dirak un ak.)
1. Strink mor : dour a strink (I) eus ur wagenn a darzh.
Dont a rae ar strink mor war al liorzh.
&
Dre verr. prl.
Gant ar mor dirollet o doa bet un tamm mat a strink.
HS. fru.
2. Strink tan : hollad an elfennoù a strink eus an tan.
Diwall ouzh ar strink tan.
O valegiñ war zaou dor ar grec’hienn a-zehou hag a-gleiz, div roc’hell gourlufr ha kelc’hiek a lugerne evel strink.
O valegi war zaou dor ar grec’hienn a-zehou hag a-gleiz, diou roc’hell gourlufr ha kelc’hiek a lugerne evel strink.
1924
Référence :
SKET.II
p.57
Klopenn an euzhadenn eo ez oa ar grec’hienn digoad a save a-us d’ar vougev, hag e zaoulagad an div roc’hell strink a-zehou hag a-gleiz.
Klopen an euzadenn eo ez oa ar grec’hienn digoad a save a-us d’ar vougeo, hag e zaoulagad an diou roc’hell strink a-zehou hag a-gleiz.
1924
Référence :
SKET.II
p.58
Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.