Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v. I. v.g. A. 1. (db. al liñvennoù) Dont er-maez gant tizh eus ul lec'h bnk., eus udb. Strinkañ a rae ar gwad eus e benn, eus e fri. Dour zo strinket ouzhin. Ma zad a lamme er poull ken e strinke an dour dreist e benn. HS. flistrañ. 2. Ent strizh Ermaeziañ sper. 3. (db. ar c'haledoù) Dont e-maez udb. gant tizh. An elfennoù a strinke eus ar c'hefioù entanet. Roet en doa un taol dezhañ ken e oa strinket e empenn diouzh e benn. 4. Dre ast. (db. ar c'hwezh) En em strewiñ. Kement a c'hwezh vat a strinke eus an armel. 5. (db. an dud) Dislonkañ. 6. Dre heveleb. Dont war wel trumm. Al luc'hed a strink en oabl. DHS. diflukañ, difoupañ. & Dre skeud. Dispakañ. An ijin a strinkas diouzh kizell an arzourien. B. Tarzhañ en ur stlepel tammoù gant tizh. Ar skudell-mañ a strinko ma vez lakaet e-tal an tan. Ar pilligoù-se ne strinkont ket. Ar gwer zo strinket. & (db. danvezioù war dan) Strinkañ a ra ar c'hoad faou. HS. draskal, strakal. C. (db. danvezennoù zo) Dont da vezañ kalet e stumm strinkennoù. Strinkañ a ra an holen pa aezhenn an dour sall. HS. strinkennañ. D. Dre skeud. (db. an dud) Gourvez. Me a strinko amañ, war un torch louzoù fin. II. v.k.e. A. 1. Stlepel feuls. Strinkañ dour ouzh ar gwenan. Strinkañ ub. en douar, war an douar. & PEMDEZ Servijañ. Strink ur banne dimp ! 2. Dre skeud. (db. ar c'homzoù, an tamalloù) Teuler. Strinkañ ar mallozh gant ub. 3. Strinkañ an tan en udb. : lakaat an tan war udb. Gant an direnn e strink an tan er brouskoad. 4. Ent krenn, PEMDEZ, dre fent Stekiñ ar gwerennoù an eil ouzh eben hag evañ. Deus da strinkañ ganimp. DHS. trinkañ. B. MEZEG. Ensinklañ ul liñvenn en ur bevedeg war-bouez ur strinkell. III. v. rag. EN EM STRINKAÑ. A. v. em. 1. Lammat gant tizh, en em deuler. En em strinkañ a reas er mor. 2. Mont d'an traoñ gant tizh. En em strinkañ d'an daoulin, d'an douar. 3. (db. ar gwagennoù) Skeiñ ha tarzhañ ouzh udb. Ar gwagennoù en em strink ouzh sichenn an tour-tan. B. v. kenem. En em deuler. An daou vignon en em strinkas an eil da c'houzoug egile.

Exemples historiques : 
49
Masquer la liste des exemples

strinkañ

1659
Référence : LDJM.1 pg darder

strinkañ

1659
Référence : LDJM.1 pg ietter, lancer

strinkañ ur maen

1659
Référence : LDJM.1 pg ietter (une pierre)

strinkañ

1659
Référence : LDJM.1 pg strinqua

strinkañ dour gant ur barr

1732
Référence : GReg pg asperger

strinkañ dour gant ur barr war ar mezher

1732
Référence : GReg pg asperger (des draps)

en em strikañ an eil da c'houzoug egile

1732
Référence : GReg pg (s')accoler

en em strinket an eil da c'houzoug egile

1732
Référence : GReg pg (s')accoler

em strinkañ d'an daoulin

1732
Référence : GReg pg (s') agenouiller

em strinket

1732
Référence : GReg pg (s') agenouiller

strinkañ un dared

1732
Référence : GReg pg darder (jetter de la main un dard, ou un javelot)

em strinkañ a-benn-herr, a-herr, gant herr

1732
Référence : GReg pg (s') élancer (se lancer, se jetter)

louzoù evit ober restituiñ, evit strinkañ diwar ar galon

1732
Référence : GReg pg emetique (ou hemetique, remede violent)

en em strinkañ e-unan e beg kleze e adversour

1732
Référence : GReg pg (s') enferrer (se venir jetter soi même contre l'epée de son ennemi)

strinkañ a bep tu

1732
Référence : GReg pg épandre (çà & là)

em strinkañ war e adversour

1732
Référence : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi.)

em strinket war e adversour

1732
Référence : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi, pp.)

strinkañ mein gant ur vedalm

1732
Référence : GReg pg fronder (Jeter des pierres avec une fronde.)

strinket mein gant ur vedalm

1732
Référence : GReg pg fronder (Jeter des pierres avec une fronde, pp.)

strinkañ divar e galoun

1732
Référence : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop.)

strinket divar e galoun

1732
Référence : GReg pg gorge (Rendre gorge, vomir ce qu'on a pris de trop, pp.)

strinkit dour outañ

1850
Référence : GON.II pg striñka

strinket eo ar gwad warnon

1850
Référence : GON.II pg striñka

strinkañ

1850
Référence : GON.II pg dilammout, flistra, lañsa, striñka

re dost emañ ho pod d'an tan; strinkañ a ray

1850
Référence : GON.II pg striñka

strinkañ diwar ar galon

1850
Référence : GON.II pg striñka

strinket

1850
Référence : GON.II pg striñka

Hor gwaz, raktal m'er gwel, / E zivskouarn o sevel / Hag e c'hwad o virviñ, / A strink eeun d'an turier ur bir lemm d'e dreuziñ.

1867
Référence : MGK p97

« Ma vez paet d'e [ar bleiz] lazhañ un toullad lakizien, / Traoù fall ha didalvez, mat da strinkañ bouilhenn, / D'ober droug d'al loened, en ur goll o amzer[,] / N'ho peus nemet selaou pa leñvo mab kouer, / Hag e klevoc'h ober aon dezhañ rak ar bleiz ; / Ha kement-se, va Doue ! C'hwi a wel poanioù ar geizh ! / Evit ur c'hi, ur c'hagn pe ur c'hozh azen brein / Am beus gallet da gaout, pe d'am c'hoan, pe d'am lein. »

1867
Référence : MGK p83

Ar c'herc'h ne oant re stank : petra ra ? Warnezho, / Strinkañ a-zehoù, a-gleiz yenien, skorn du ha rev.

1867
Référence : MGK p90

An heol zo lagad Doue ha ne rafe tro 'r bed, / Ma n'en divije bet pell zo ar gourc'hemenn / Da strinkañ 'vit an holl tommder ha sklêrijenn.

1867
Référence : MGK p119

Evel-se a c'hoarvez : / Pa stok dorn Doue en den, a zo an disterañ, / E strink diwar e dal ul lugern ar gaerañ.

1867
Référence : MGK p121

Sellet a reas en-dro dezhañ da c’houzout e pelec’h e oa strinket he drompilh ; mont a reas d’he destum, kregiñ a reas enni gant e zorn kleiz, hag en em lakaat a reas adarre da seniñ evel pa ne vije c’hoarvezet netra ebet gantañ.

1877
Référence : EKG.I. p.299-300

Ur gomz dievezh hepken a vije bet a-walc’h evit lakaat martoloded ar republik, pe ar c’hozh "garde-koted", da zont da enezenn Rouzig, da lammet war ar gristenien vat ha d’o strinkañ e goueled ar mor.

1877
Référence : EKG.I. p.100

En em strinkañ a reas d'an daoulin da drugarekaat an Ao. Doue ha da c'houlenn digantañ pardon eus e bec'hejoù Doue a selaouas e bedenn.

1889
Référence : SFA p110

Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.

1923
Référence : SKET p.43

Pa veze en em gavet Lugus ha Belisama nes a-walc’h d’an dud, neuze e strinke an delennadenn hag ar ganadenn a zonedigezh-vat ; ar renerien hag an henaourien a yae war-arbenn hag a ginnige d’ar re nevez-deut mel, laezh ha bara.

1923
Référence : SKET p.61

A-denn-askell e tizhjont aod kornôg enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur, hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion en em strinkjont er c’hoummoù, kas mont diwar neuñv betek aodoù Aballo.

1923
Référence : SKET p.113 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 113, lin. 11 kent an dibenn, e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ».)

Un diskuizhadenn verr ne raent ken rak, pa strinke en dremmwel an darn uhelañ eus kantenn an heol, e savent hag, en ur ouelañ, en ur waskañ-diwaskañ o daouarn gant an dispi, e tiskennent d’ar mor.

1923
Référence : SKET p.115

« Daeañ ar gurun a raint-i ; teurel mein gant an tan-luc’hed, strinkañ saezhioù ouzh ar gorventenn, stlepel o goafioù-bann ouzh an tonnoù ha mont, ar c’hleze en o daouarn, d’ar mor ha d’an doueed anezhañ. »

1923
Référence : SKET p.37

Kant mil elienenn a strinkas en e zaoulagad ; dre e spont e lammas dindan an daol.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

Ac’hano e strink ur froud vras ha herrek a red war-du ar c’hornog a-dreuz pradeier, koadeier ha brugeier, ken na zeu da lammat a-ziwar an tornaod er mor.

1924
Référence : SKET.II p.16

An aotrou hag ar mevel er vag : flak ! flak ! a ra an dour er vag brañsigellet, strinkañ a ra a bep tu, karget gante o botoù. Botoù lêr rubanet an aotrou !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924)

M'emañ an eienennoù o strinkañ abaoe pell 'zo, e c'hell bezañ n'eus forzh peseurt karregad teuzet ganto.

1943
Référence : TNKN p77

E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.

1944
Référence : ATST p.81

D'an 19 a viz C'hwevrer eo bet tro Clet Ansquer da vezañ harzet, eñ ivez sañset o strinkañ mein.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.2

Betek neuze e oa kompez a-walc'h ar skritur ; hogen amañ, goude ur pokard strinket diouzh ar bluenn, e oa tarzhet a-greiz-holl from ar skriver

2012
Référence : DJHMH p.66

Soñj ec'h eus eus hennezh a oa en em strinket diwar ar pondalez-diavaez rag-enep warlene ? Dont a rae Aretí bemdez da ober kavandenn din. Ma harpet he deus kalz. A-c'houdevezh omp deuet da vezañ mignonezed.

2015
Référence : EHPEA p27

Tri seurt merzherion a zo er bed. Bonelourion an Islam, en em laka da strinkañ en aer hag en amzer, gant o bombezennoù, merzherion Yehovah, hag Adriani.

2015
Référence : EHPEA p271

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux