Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. 1. Bihan e led. Un tremen strizh zo etre an daou di. Strishoc'h eo toull an nadoz-se. & Trl. An traoù zo strizh ganto : dister eo o feadra, en un enkadenn emaint. HS. enk. ES. ledan. 2. Nebeut a ichoù ennañ. Re strizh e oa ar sal evit degemer an holl. ES. ec'hon. 3. (db. an dilhad) Zo tost pe re dost d'ar c'horf. Ur bragoù strizh. & Trl. skeud. Strizh eo warnon : nec'het-tre on. HS. start. ES. enk. 4. (db. an dud) Doare dezhañ da vezañ gwan ha klañvidik. O ! ar bugel paour-se zo strizh ! [1925] Abaf ar vugale en kompagnunezh dimezell ar c’hastell, dimezell Tremedern, ur baotrezig strizh. En feiz, Katellig a oa ur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad. B. Dre skeud. 1. (db. ar spered) Na zegemer doareoù gwelet, soñjal, h.a., disheñvel diouzh e re. Heskinet e oa gant tud strizh o speredoù. 2. A zalc'h tost d'ar reolenn. Tud strizh int. Ur barner strizh. Ren a ra ur vuhez strizh. DHS. kriz, reut. 3. Na zleer ket disentiñ outañ e nep doare. Gwechall al lezenn a oa strizh en tiegezhioù. Un dever strizh eo da bep hini. Roet en doa ar rener urzhioù strizh. 4. Bezañ strizh àr ub. : e eveshaat a-benn mirout outañ a ober ar pezh en deus c'hoant. Ne glemment ket re ag an alouberien, neoazh e voed strizh àrnezho. 5. (db. oberennoù an dud) Diaes. Ne gave netra re strizh da ober. HS. start. II. Stn. YEZHAD. Ar ger-mell strizh : a verk resis pehini eo an dra zo anv anezhañ. E brezhoneg ez eus tri stumm d'ar ger-mell strizh. ES. amstrizh. III. Adv. A. 1. En un doare na bella tamm diouzh ar pezh zo d'ober. Delc'her strizh d'ar reolenn. Delc'her strizh gant an hent mat. Difenn a reas strizh ober an dra-se. Ret eo kastizañ strizh seurt felladennoù. Plegañ strizh d'an urzhioù. HS. groñs. 2. En un doare a vir ouzh ub. a ober ar pezh a fell dezhañ. Dalc'het strizh e oan er skol. Dalc'hit eñ strizh en ur prizon. B. Tr. adv. Ent strizh : troienn adverb a reer ganti evit reiñ da c'houzout ez implijer ar ger-mañ-ger evit aroueziñ ur rummad-tud, traoù, bihanoc'h eget ar rummad a ra an termen-se dave dezhañ prl.

Exemples historiques : 
56
Masquer la liste des exemples

strizh

1499
Référence : LVBCA p189 (estroit)

hent strizh

1499
Référence : LVBCA p97, 189 (voye estroytte ou chemin)

strizh

1659
Référence : LDJM.1 pg striz

hent ar baradoz, a zo strizh ha lampr

1732
Référence : GReg pg (le) chemin (du Ciel est étroit & glissant)

hent an neñv a zo strizh ha lampr

1732
Référence : GReg pg (le) chemin (du Ciel est étroit & glissant)

kont strizh ha rigolius

1732
Référence : GReg pg compte (étroit & rigoureux)

hent strizh

1732
Référence : GReg pg detroit (passage étroit de montagnes & de Rivieres)

Hent ar baradoz a zo strizh ha lampr.

1732
Référence : GReg pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)

strizh

1732
Référence : GReg pg (qui n'est pas) étendu (reserré), étroit (oite, qui n'est pas large), exprès (expresse, formel, & en termes exprès)

streh, strih

1732
Référence : GReg pg (qui n'est pas) étendu (reserré), étroit (oite, qui n'est pas large)

difenn strizh, espres

1732
Référence : GReg pg (défense) expresse

Hent ar baradoz a zo strizh ha riklus.

1732
Référence : GReg pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)

n'eo ket strizh an hent

1850
Référence : GON.II pg strîz

hent strizh

1850
Référence : GON.II.HV pg heñt (-strîz)

strizh

1850
Référence : GON.II pg strec'h, strîz

strizh

1850
Référence : GON.II pg eñk, strec'h, strîz

ur gourc'hemenn strizh eo

1850
Référence : GON.II pg strîz

Re strizh eo e aros.

1850
Référence : GON.II pg aros (Sa poupe est trop étroite).

An diabarzh, eme unan, / A zo re strizh ha re vihan.

1867
Référence : MGK p59

Gant ar Gelted, an hañv, kemeret ez strizh, a oa anezhañ tri miz, Mae, Mezheven, Gouere. Kemeret ez ledan, e staged outañ tri miz all : Eost, Gwengolo, Here.

1923
Référence : SKET p.23

O luskañ war-raok ker buan hag al luc’hed, e tremene dre greiz etre treid an daou venez, e treuze ar saonenn strizh hag e tizhe Bro al Luc’h Peurbad, ar Pradoù Bleuñvek, o frouezh-aour hag o delioù-heson an avalenned warno, hag enno o kerzhout hag o peuriñ kezekenned an Deiz.

1923
Référence : SKET p.72 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 72, lin. 4 kent an dibenn, lenn : « aour o frouez ha heson o deliou an avalenned… »").

Pa zeue, goude, da blegañ e ziwaskell skuizh o stekiñ e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traezh an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-mañ d’ar mor, hag a ranke adwiskañ ur pennadig c’hoazh d’en em ziskouez dirak ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn strizh ma teu drezi an eneoù da gompezennoù gwenvidik Aballo (2).

1923
Référence : SKET p.70

Rak, keit ha m’eo bet heuliet strizh al lezennoù-se gant an darn vuiañ, he devoe hor gouenn en he rann un eurvad dispar !

1923
Référence : SKET p.53

Strizh ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en ur mor a geuz, diegus d’emskeudenniñ ar pezh a oa digouezhet ha muioc’h c’hoazh ar pezh a zigouezhje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwallc’hraet ouzh an daou zoue galloudusañ a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Gouloù.

1923
Référence : SKET p.107

Ha na zifenn-hi ket strizh ouzh gouenn Vanos en em unaniñ dre briedelezh gant ar gouennoù all, kejañ o gwad gant o hini ha genel hironed ?

1923
Référence : SKET p.112

Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).

1924
Référence : SKET.II p.58-59

Keit ha ma voe re wan e zivesker evit e zougen, ne lakeas Velia dilhad ebet en e gerc’hen, ha, pa zeraouas kerzhout, ne roas dezhañ nemet ur c’hroc’hen louarnig re verr ha re strizh evit ma vije e gorfig peurc’holoet gantañ (1).

1924
Référence : SKET.II p.13

An hañv, kemeret ez strizh, a zo anezhañ tri miz.

1924
Référence : SKET.II p.141 « Geriadurig », "L’été, au sens étroit, comprend trois mois".

O tigemerout ar jediñ strishañ

1924
Référence : SKET.II p.133 « Geriadurig », "En s’en tenant aux évaluations les plus basses".

Etre ar Gelted ha hemolc’herien c’houez henoadvezh ar maen ez oa, eta, pad nevezoadvezh ar maen en e hed, da lavarout eo hanter-kant kantved d’an nebeutañ, mar digemeromp ar jedadur strishañ.

1924
Référence : SKET.II p.30, Notennoù

Rust a oa an aotrou person, den a-zoare, mat d’ar paour, met strizh war al lezenn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Paotr strizh [1], brizhardennoù e-leizh e dal, war e zivjod, war e fri togn ; ur pennad blev melen dioutañ, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar paotr ? Ket ; seder ha dever ennañ.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Brigadier ar valtouterien a oa strizh war al lezenn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

Paotr a bevarzek vloaz ’ta an aotrou ha strizh, ur glazard a baotr heñvel ouzh e vamm hep he madelezh, lorc’h ennañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Abaf ar vugale en kompagnunezh dimezell ar c’hastell, dimezell Tremedern, ur baotrezig strizh. En feiz, Katellig a oa ur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad.

1925
Référence : BILZ2 p.118

strizh

1931
Référence : VALL pg article

strizh eo warnon

1931
Référence : VALL pg (je suis) anxieux

Abaoe pell 'zo o deus an douaroniouron taolet evezh ouzh ar plegoù-mor-se, strizh-kenañ ar pep brasañ anezho, a ya pell-pell e diabarzh an douar-bras, ur stêr (pe ur wazh-dour) oc'h echuiñ e deun pep hini anezho.

1943
Référence : TNKN p15

Ar roll-labour a oa strizh ha merket eurvezh hag eurvezh.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Strizh e oa evidon, a-vec’h mar gallen prennañ « ibil » ar bragoù ; poan am boa o tennañ ma alan gant start ma oa ar jiletenn.

1944
Référence : EURW.1 p.102

Rejimant Gwengamp a oa brudet da vezañ unan strizh.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.

1944
Référence : ATST p.26

Abaoe am eus-me gwelet n'eo ket ar re bet savet e kolajoù strizh ar veleien, eo a veze, pa oant digouezhet er vuhez, ar re ar muiañ doujus outo nag ouzh ar Relijion, ar c'hontrol.

1944
Référence : EURW.1 p53

Ac'hano, dre ur skalierig strizh, e tigouezhed gant ur sal hir, a zigemere sklêrijenn dre ur strap gwerennet en e solier.

1944
Référence : EURW.1 p81

Savet e oa da solieroù uhelañ ar manati. Mont a rae hed-ha-hed gant steudad an trepasioù strizh, amsklaer ha dilevenez, davet skol an danvez-leaned, du-hont, ouzh tor ar menez.

1949
Référence : SIZH p.66

Heuliañ a raent ur riboul strizh, toullet a-dreuz al linad uhel diwanet war atredoù mogerioù disac'het an iliz hep dor na toenn.

1949
Référence : SIZH p.54

... A ! nann ! n'oa ket gwir !..: N'o dije ket komprenet e genskolidi, nemet ar breur Alano e vije bet : re lopez e oant, pe re strizh o spered.

1949
Référence : SIZH p.58

Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus e speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.

1949
Référence : SIZH p.38

Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn. O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet [sic, "houarnvarrennet"].

1949
Référence : SIZH p.46

Abaoe 'n eur ma kredis reiñ / Ma ger da virout urzhiou strizh, / Ur c'hleñv em c'halon 'vez o skeiñ / Taolioù ganas d'he gloazañ kriz.

1960
Référence : PETO p27

En anv al lezenn, an urzh strizh ac'h eus / Da zisklêriañ din-me, gant aon da gaout keuz, / E pe lec'h emañ an den hag e ti piv, / Ha diwall 'z afen dre da fazi e-biou.

1960
Référence : PETO p37

Tud kriz e oant, debrerien gig-tud, taer evelato ; lieswregerien douet int ivez hag; er c'hontrol eus ar pobladoù all, ez int strizh koulskoude evit ar pezh a sell an darempredoù etre gwazed ha merc'hed.

1985
Référence : DGBD p73

Amañ emañ al loc'h en he strishañ.

1985
Référence : DGBD p31

Martez ivez peogwir en deus bountet an Troika warnomp ur c'hur treutaat strizh ha kalz a dud n'o deus ket arc'hant a-walc'h evit mont da vale gant o c'harr.

2015
Référence : EHPEA p17

Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.

2015
Référence : DISENT p64

An henañ, Talia, a zo pakret d'he zad. Yen, strizh, diseblant e chom ouzoc'h atav.

2015
Référence : EHPEA p76

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux