streh, strih
Pa zeue, goude, da blegañ e ziwaskell skuizh o stekiñ e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traezh an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-mañ d’ar mor, hag a ranke adwiskañ ur pennadig c’hoazh d’en em ziskouez dirak ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn strizh ma teu drezi an eneoù da gompezennoù gwenvidik Aballo (2).
Strizh ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en ur mor a geuz, diegus d’emskeudenniñ ar pezh a oa digouezhet ha muioc’h c’hoazh ar pezh a zigouezhje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwallc’hraet ouzh an daou zoue galloudusañ a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Gouloù.
Abaoe pell 'zo o deus an douaroniouron taolet evezh ouzh ar plegoù-mor-se, strizh-kenañ ar pep brasañ anezho, a ya pell-pell e diabarzh an douar-bras, ur stêr (pe ur wazh-dour) oc'h echuiñ e deun pep hini anezho.
Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.
Savet e oa da solieroù uhelañ ar manati. Mont a rae hed-ha-hed gant steudad an trepasioù strizh, amsklaer ha dilevenez, davet skol an danvez-leaned, du-hont, ouzh tor ar menez.
Heuliañ a raent ur riboul strizh, toullet a-dreuz al linad uhel diwanet war atredoù mogerioù disac'het an iliz hep dor na toenn.
... A ! nann ! n'oa ket gwir !..: N'o dije ket komprenet e genskolidi, nemet ar breur Alano e vije bet : re lopez e oant, pe re strizh o spered.
Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus e speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.
Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn. O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet [sic, "houarnvarrennet"].
Tud kriz e oant, debrerien gig-tud, taer evelato ; lieswregerien douet int ivez hag; er c'hontrol eus ar pobladoù all, ez int strizh koulskoude evit ar pezh a sell an darempredoù etre gwazed ha merc'hed.
Amañ emañ al loc'h en he strishañ.
Martez ivez peogwir en deus bountet an Troika warnomp ur c'hur treutaat strizh ha kalz a dud n'o deus ket arc'hant a-walc'h evit mont da vale gant o c'harr.
Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.
An henañ, Talia, a zo pakret d'he zad. Yen, strizh, diseblant e chom ouzoc'h atav.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
strizh