Adv. ha stl. isur.
I. Adv.
1. (db. an traoù, an amzer, dirak un ak. a denn d'ur c'hementad pe dirak un adv. amzeriañ)
[1850, 1927] Termen a dalvez da verkañ ne reer nemet tizhout ar c'hementad-mañ-kementad, ar c'houlz-mañ-koulz, d'ar muiañ-holl.
He mab a oa a-vec'h tri bloaz.
2. (db. oberoù an dud, e-unan, pe dirak "eo" heuliet gant un islav. degaset gant "ma", pe dirak an ar. "da" displeget, heuliet gant un av.)
[1850, 1867, 1927] Termen a dalvez da verkañ ne reer nemet tizhout ar pal-mañ-pal d'ar muiañ-holl, pe ne dizher ar pal-se nemet gant poan.
[1850] A-vec'h ho selaou. [1867] N'en deus a-vec'h an tres kentañ. A-vec'h hon eus a-walc'h evit paeañ hor pred. A-vec'h hoc'h anavezan. A-vec'h e felle dezhañ debriñ. A-vec'h eo ma weler an enezenn. A-vec'h eo ma c'hall anavezout e gamalad. A-vec'h dezhañ bezañ dimezet. A-vec'h dezhañ gouzout lenn.
&
Dre verr.
[1850] A-vec'h ma c'hell bale.
3. (e deroù ur bennlav. heuliet gant un islav. degaset gant "ma")
Ger a dalvez da verkañ un ere etre daou ober a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile.
A-vec'h e oant deuet tre, ma weljont un den o tont daveto.
II. Tr. stl. isur.
[1929, 1985] A-VEC'H MA : troienn a dalvez da verkañ un ere etre daou ober a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile.
[1929] A-vec'h ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Massalia. A-vec'h m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-se, e voe gounezet gant ar c'housked. [1985] Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.
HS. a-boan, bec'h.
Référence :
GON.II
p.57, Table des Conjonctions composées, (à peine).
Neuze oc'h laouen en ho stad ? Perak ne vefen-me ket ! Ne'm eus-me pevar droad a zo koulz ha re pep chatal ? An ourz avat n'eo kevatal; n'en deus a-vec'h an tres kentañ
Neuze oc'h laouen enn ho stad ? Perak ne venn-me ket ! N'em beuz-me pevar droad a zo koulz ha re pep chatal ? AnnOurz a-vad n'eo kevatal; n'en deuz a-veac'h ann tres kenta
1867
Référence :
MGK
p11
A-vec’h ur steredenn en em zispak ur wech [a]n amzer evit diskouez e pelec’h emañ an Aotrou Doue.
A veac’h eur stereden en em zispak eur veach enn amzer evit diskouez e peleac’h eman an Aoutrou Doue.
1877
Référence :
EKG.I.
p.94
A-vec’h en deus roet deomp a-walc’h evit paeañ hor c’hoan e-verr, e kêr Lokournan.
A veac’h en deuz roet d’eomp avoualac’h evit paea hor c’hoan everr, e kear Lokournan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.203
A-vec’h ma oamp savet en hor sav, goude hor pedennoù, ma weljomp o tont er c’hraou mab koshañ Jañ-Mari hag e verc’h, kel laouen hag an heol.
A-veac’h ma oamp savet enn hor za, goude hor pedennou, ma velchomp o tont er c’hraou mab kosa Jan-Mari hag he verc’h, kel laouen hag an heol.
1877
Référence :
EKG.I.
p.77
Ar c’hentañ a savas war ar c’hleuz a reas lamm-chouk-e-benn ; an eil hag an trede a reas er memes tra ; a-vec’h ma veze o zroad war ar c’hleuz, ma kouezhent war o fenn en hent...
Ar c’henta a zavaz var ar c’hleuz a reaz lamm-chouk-he-benn ; an eil hag an trede a reaz er memez tra ; a veac’h ma veze ho zroad var ar c’hleuz, ma kouezent var ho fenn enn hent...
1878
Référence :
EKG.II
p.90
N’oant ket evit heuliañ ar c’hi nemet dre an trouz a rae o piltrotat dre ar gouerioù bihan : a-vec’h e weler ar raoz o horjellañ.
N’oant ket evit heulia ar c’hi nemet dre an trouz a rea o piltrotat dre ar goueriou bian : a veac’h e veleur ar raoz oc’h horzella.
1878
Référence :
EKG.II
p.27-28
Gourvibien ar ramzed, a-vec’h ma ’z eus nebeutoc’h anezho, hag en tu-hont da nerzh mab-den e ve o dezrevell amañ.
Gourvibien ar ramzed, a-vec’h ma ’z eus nebeutoc’h anezo, hag en tu-hont da nerz mab-den e ve o dezrevell aman.
1923
Référence :
SKET
p.30
P’en em gavjont er c’houronklec’h, plac’h ebet all n’oa digouezhet eno c’hoazh, rak a-vec’h ma tarzhe an heol.
P’en em gavjont er c’houronklec’h, plac’h ebet all n’oa digouezet eno c’hoaz, rak a-vec’h ma tarze an heol.
1923
Référence :
SKET
p.133
Lagad an Deiz o vervel a denne davetañ an den marv. A-vec’h ma c’helle Vindosetlos diforc’hañ an eil diouzh egile.
Lagad an Deiz (2) o vervel a denne davetan an den maro. A-vec’h ma c’helle Vindosêtlos diforc’ha an eil diouz egile.
1924
Référence :
SKET.II
p.39
a-vec'h
1927
Référence :
GERI.Ern
pg bec'h
A-vec'h [a-bouez] ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia.
A-vec'h [a-bouez] ma oamp gourvezet hon-daou, an treñ a loc'has evit mont etrezek Massalia
1929
Référence :
SVBV
p11
Strizh e oa evidon, a-vec’h mar gallen prennañ « ibil » ar bragoù ; poan am boa o tennañ ma alan gant start ma oa ar jiletenn.
Stris e oa evidoun ; a-vec’h mar gallen prenna « ibilh » ar bragou ; poan am boa o tenna ma alan gant start ma oa ar jiletenn.
1944
Référence :
EURW.1
p.102
Prest e oa ganin dañvez ul levr Gwerzioù ha Sonioù, a-vec'h ma oan triwec'h vloaz.
Prest e oa ganin dañvez eul levr Gwerziou ha Soniou, a-vec'h ma oan triouec'h vloaz.
1944
Référence :
EURW.1
p.100
A-vec'h ho poe touet dezho / M'en em gavjoc'h ganto diaes.
A-vec'h ho poe touet dezo / M'en em gavjoc'h ganto dïês.
1960
Référence :
PETO
p58
Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.