Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. ha stl. isur. I. Adv. 1. (db. an traoù, an amzer, dirak un ak. a denn d'ur c'hementad pe dirak un adv. amzeriañ) [1850, 1927] Termen a dalvez da verkañ ne reer nemet tizhout ar c'hementad-mañ-kementad, ar c'houlz-mañ-koulz, d'ar muiañ-holl. He mab a oa a-vec'h tri bloaz. 2. (db. oberoù an dud, e-unan, pe dirak "eo" heuliet gant un islav. degaset gant "ma", pe dirak an ar. "da" displeget, heuliet gant un av.) [1850, 1867, 1927] Termen a dalvez da verkañ ne reer nemet tizhout ar pal-mañ-pal d'ar muiañ-holl, pe ne dizher ar pal-se nemet gant poan. [1850] A-vec'h ho selaou. [1867] N'en deus a-vec'h an tres kentañ. A-vec'h hon eus a-walc'h evit paeañ hor pred. A-vec'h hoc'h anavezan. A-vec'h e felle dezhañ debriñ. A-vec'h eo ma weler an enezenn. A-vec'h eo ma c'hall anavezout e gamalad. A-vec'h dezhañ bezañ dimezet. A-vec'h dezhañ gouzout lenn. & Dre verr. [1850] A-vec'h ma c'hell bale. 3. (e deroù ur bennlav. heuliet gant un islav. degaset gant "ma") Ger a dalvez da verkañ un ere etre daou ober a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile. A-vec'h e oant deuet tre, ma weljont un den o tont daveto. II. Tr. stl. isur. [1929, 1985] A-VEC'H MA : troienn a dalvez da verkañ un ere etre daou ober a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile. [1929] A-vec'h ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Massalia. A-vec'h m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-se, e voe gounezet gant ar c'housked. [1985] Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude. HS. a-boan, bec'h.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

Deiz e oa a-vec'h, pa on en em lakaet en hent.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, (Il faisait à peine jour quand je me suis mis en route).

a-vec'h

1850
Daveenn : GON.II pg a-véac'h (A peine. Difficilement).

a-vec'h

1850
Daveenn : GON.II pg a-véac'h (A peine. Difficilement).

A-vec'h ho selaou.

1850
Daveenn : GON.II pg a-véac'h (à peine vous écoute-t-il).

A-vec'h ma c'hell bale.

1850
Daveenn : GON.II pg a-véac'h (à peine peut-il marcher).

a-vec'h

1850
Daveenn : GON.II p.57, Table des Conjonctions composées, (à peine).

Neuze oc'h laouen en ho stad ? Perak ne vefen-me ket ! Ne'm eus-me pevar droad a zo koulz ha re pep chatal ? An ourz avat n'eo kevatal; n'en deus a-vec'h an tres kentañ

1867
Daveenn : MGK p11

A-vec’h ur steredenn en em zispak ur wech [a]n amzer evit diskouez e pelec’h emañ an Aotrou Doue.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

A-vec’h en deus roet deomp a-walc’h evit paeañ hor c’hoan e-verr, e kêr Lokournan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.203

A-vec’h ma oamp savet en hor sav, goude hor pedennoù, ma weljomp o tont er c’hraou mab koshañ Jañ-Mari hag e verc’h, kel laouen hag an heol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

Ar c’hentañ a savas war ar c’hleuz a reas lamm-chouk-e-benn ; an eil hag an trede a reas er memes tra ; a-vec’h ma veze o zroad war ar c’hleuz, ma kouezhent war o fenn en hent...

1878
Daveenn : EKG.II p.90

N’oant ket evit heuliañ ar c’hi nemet dre an trouz a rae o piltrotat dre ar gouerioù bihan : a-vec’h e weler ar raoz o horjellañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.27-28

Gourvibien ar ramzed, a-vec’h ma ’z eus nebeutoc’h anezho, hag en tu-hont da nerzh mab-den e ve o dezrevell amañ.

1923
Daveenn : SKET p.30

P’en em gavjont er c’houronklec’h, plac’h ebet all n’oa digouezhet eno c’hoazh, rak a-vec’h ma tarzhe an heol.

1923
Daveenn : SKET p.133

Lagad an Deiz o vervel a denne davetañ an den marv. A-vec’h ma c’helle Vindosetlos diforc’hañ an eil diouzh egile.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

a-vec'h

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bec'h

A-vec'h [a-bouez] ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia.

1929
Daveenn : SVBV p11

Strizh e oa evidon, a-vec’h mar gallen prennañ « ibil » ar bragoù ; poan am boa o tennañ ma alan gant start ma oa ar jiletenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

Prest e oa ganin dañvez ul levr Gwerzioù ha Sonioù, a-vec'h ma oan triwec'h vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.100

A-vec'h ho poe touet dezho / M'en em gavjoc'h ganto diaes.

1960
Daveenn : PETO p58

Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.

1985
Daveenn : DGBD p6

A-vec'h maz eo aet kuit ma teu Vlasopoulos tre.

2015
Daveenn : EHPEA p73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial