v.
I.
V.g.
Hejañ trumm gant stroñs.
Ar prenestroù o stroñsañ dindan c'hwezhadeg feuls an aval gornôg. Stroñsañ ha distroñsañ a ra ar c'harr-mañ.
HS. horjellat.
II.
V.k.e. (en tu gouzañv)
1. Hejañ trumm.
Un tenn fuzuilh : stroñset eo bet an ti. Og e oan dre vezañ stroñset ha distroñset.
DHS. difretañ, hoskellat, strilhañ.
2. Dre skeud.
Bezañ skoet (gant ur gwall geloù, ur gwall zarvoud bnk.)
Stroñset e oa bet gant marv he mab.
DHS. doaniañ, glac'hariñ, tizhout.