Télécharger les mots parents a-stroñs distroñs stroñsadenn stroñsañ
stroñs
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
stroñs
Da gentañ e vez kavet plijus a-walc'h bezañ douget en doare-se ; buan koulskoude e sav bec'h war an hini a vez evit ar wech kentañ oc'h ober hent en doare-se, pa sant e benn a-dreñv o vloñsañ gant ar stroñs hag o tont da vezañ kizidikoc'h-kizidik : skuizhus-meurbet eo evit ar re ha ne dint ket c'hoazh en em c'hraet.
Bez' e c'helljen toullañ kaoz gant Koula evit ma hañvalje an hent bezañ berroc'h, met pa vez unan o paouez gouzañv ur stroñs kreñv, daou dra 'zo ha ne c'hell ket ober: lakaat un tamm en e stomog ha tennañ ur ger eus e c'henoù.
Mots précédents
Mots suivants
stroñsad