stumm
Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.
e stumm ar C'hallaoued
er stumm-mañ
er stumm-se
stumm
An tor anezho, e-lec'h sevel goustad, a sav a-daol-trumm dindan stumm pikoloù tornaodoù sonn, hag ouzhpenn 1000 m. e vez alies ar menezioù tostañ a-zioc'h ar fiord.
E stumm-se ne oan ket evel-just war var da rastellat madoù gant ar c'hoariva.
Pezhioù gallek a veze c’hoariet evel[-]just, hag anat deoc’h, tanfoeltr plac’h ne weled en hon touez war al leurenn ; troc’het e veze didruez hag a-wechoù en ur stumm fentus an holl rolloù merc’hed ; gant se, La Fille de Roland a zeuas da vezañ Le fils de Roland !!
Met m’ho pije gwelet, tudoù, ar pallennoù dispar ledet war an hent bras dirak pep ti ! pallennoù a bep seurt stumm, aozet holl gant glazur, delioù ha bleunioù a bep seurt liv : elestr, roz, burlu, balan, glizin, pavbran, roz-chas [sic], rosuku, lili ha me oar pere ouzhpenn ! hag an eil kaeroc’h eget egile, met bep bloaz pallenn ebet ne veze par, na tost zoken, d’hon hini, pallenn an ti-butun, graet gant Ann-Mari Aubin.
Degouezhout a rae d'am zad-kozh ha d'e bried tañva evel just tammoù a bep seurt, met en em ober a raent eus ar c'hentañ evel gwenn ha melen ur vi, ha mar felle d'e wreg plegañ d'ur reuziad poan-spered, ne veze ket pell Biz Kamm o frealziñ anezhi er stumm-mañ : « Na ra ket gwad-fall, Soaz, pelloc'h amzer c'hoazh e vi marv eget ne vi paour ! »
War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned, ken tev ha va dorn, hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar ; un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?
Ger ebet ne fell din skrivañ a-zivout e vent, e zremm, e stumm da gerzhout hag all.
E 1971 e voe tennet eus an douar 26 milion a donelladoù mein hag e-doug ar bloavezhiad-koñvers gwengolo 1971-eost 1972 e voe kaset er-maez 21 milion hanter a donelladoù (en o zouez pevar milion e stumm pellennoùigoù), ar brenerien gentañ o vezañ en Alamagn, an Izelvroioù hag an Itali.
Hag evit a sell o stumm avat, tamm tres ne oa chomet eus ar Grennamzer en enep da iliz-veur Köln, da skouer.
C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-
Goude ma vefe bet skarzhet hemañ [an hini en deus poan] e rank ar vaot adkavout he stumm evit derc'hel penn d'ar boliserien.
An teknikoù kinniget da heul n'int ket graet evit kemer plas binvioù evel chadennoù, armlocks -korzennoù houarnaj e-lec'h ma lakaer e zivrec'h- pe necklocks -kadranas moto e stumm un U hag e vez staget en-dro d'ar gouzoug-.
5 pe 6 stourmer (na muioc'h, na nebeutoc'h) en em laka asambles e stumm ur voulenn, heñvel a-walc'h ouzh krogenn ur vaot.
Ur wezh tremenet mare an darempredoù feuls ha lazhus, setu ma oa deuet hini an deskiñ an eil diwar egile, ha ma krogas skrivagnerien broadoù nevez Europa da sevel e latin, pe en o yezh c'henidik, oberennoù liesseurt, en o mesk stummoù romanekaet, eeunaet ha krennet eus oberennoù Homeros, Platon, Haristot...
Mots précédents
Mots suivants
stumm