I.
V.k.e.
A.
1. Stardañ an daouarn pe udb. all en-dro da c'houzoug ub., pe ul loen bnk., evit e lazhañ.
E daget en deus gant ur gordenn. Taget eo bet an den-se gantañ.
KUNUJ. (ouzh ub. a vager kaz outañ)
An tag ra 'z tago! Ra vezi taget !
HS. mougañ.
2. (db. al loened)
Lammat ouzh gouzoug ul loen all ha kregiñ ennañ evit e lazhañ.
Al louarn a dag ar yer. Pemp dañvad zo bet taget gant ar chas en noz-mañ.
DHS. dic'houzougañ, diwadañ.
B. Dre ast.
1. Krougañ.
Staget e vo ouzh ar groug ha taget.
2. Lammat war, mont da, sailhañ war.
Al laeron o deus klasket e dagañ. Taget eo bet gant e gi. Bualed Afrika zo gouez, tagañ a reont alies an den. Tagañ a reas pevar soudard.
3. Kregiñ (un ober bnk).
Koulskoude e laboure gwalc'h e galon evit astenn al labour taget gant e vestr.
4. [1985] Argadiñ.
[1985] Gwelet en devoa listri-dindan-vor alaman o tont da dagañ Cocobeach. Edo gant e soudarded o tagañ ar c'hastell.
C. Dre skeud.
1. (db ar moged, bouedoù zo)
Kaout ur gwered rust ouzh skiantoù an dud.
Ur moged put a dage dezho o gourlañchenn. Ar per-se a dag ar staon hag an teod.
2. Mirout ouzh udb a ziorren.
HS. gwaskañ, moustrañ.
3. Mont rust ouzh ub. dre gomz.
N'on ket evit kompren perak e oan bet taget gantañ e-doug an emvod.
4. (db. ar c'hleñvedoù)
Skeiñ.
Ar grip a dag ar re gozh rustoc'h. Taget int bet holl gant ar boan-c'houzoug.
Difetis
Ra viot pareet diouzh an droug a dag ho kalon.
II.
V.k.d.
Trl.
Tagañ d'al labour : kregiñ da labourat a-zevri.
III.
V.g.
1. [1499] Na c'hallout analañ ken.
Tagañ gant un tamm boued. Ur vuoc'h o tagañ gant un aval. Ken sec'h eo ma gouzoug ken e vennan tagañ. Tagañ gant ar sec'hed. Tagañ gant ar moged. Tagañ o c'hoarzhin. Tagañ a ra ar c'hi o sachañ re war e roll.
2. Trl. skeud.
Tagañ gant ar warizi : na vezañ trec'h d'e warizi.
&
Tagañ gant ar gaou : bezañ bras e c'haou.
&
Na dagañ diwar e gentañ gaou : bezañ boas da livañ gevier.
IV.
V.rag.
En em dagañ.
1. V. kenem. (db. an dud, al loened)
Tagañ an eil egile, en em gannañ.
&
Trl. skeud.
En em dagañ evel chas.
2. V. em.
En em zistrujañ dre stardañ ur pennad kordenn en-dro d'e c'houzoug.
En em daget eo.
DHS. krougañ.
Référence :
GReg
pg étrangler (quereller, criailler après une personne)
Taget eo an dud gantañ.
Taguet eo an dud gandhâ.
1732
Référence :
GReg
pg gourmander (Il gourmande les uns & les autres.)
Taget eo gant ar c'hraost.
Taget eo gañd ar c'hraost.
1850
Référence :
GON.II
pg kraost (Il est étouffé par la pituite).
tagañ
taga
1850
Référence :
GON.II
pg taga, pg dagi ou dagéri
taget
1850
Référence :
GON.II
pg taga
taget eo bet ganto ha taolet en dour
taged eo bét gañt-hô ha taoled enn dour
1850
Référence :
GON.II
pg taga
war an hent bras en deus va daget
war ann heñt brâz en deûz va daget
1850
Référence :
GON.II
pg taga
en em dagañ
en em daga
1850
Référence :
GON.II
pg taga
Ar vihanañ eus al leueoù a zo bet taget gant ar bleiz.
Ar vihana eûz al leuéou a zô bét taget gañd ar bleiz.
1850
Référence :
GON.II
p.60, livre second, "Le plus petit des veaux a été étranglé par le loup".
en em dagañ
en em daga
1850
Référence :
GON.II
p.7 introduction ; s'étrangler
Al leue a zo bet taget gant ar bleiz.
Al leûé a zô bét taget gañd ar bleiz
1850
Référence :
GON.II
p.91, livre second, « Le veau a été étranglé par le loup ».
Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus. Lammet gant e gilpenn, en tagañ, en dispenn, hen diskolp' a-bezhioù, a oa micher Gwilhoù
Eur bleiz, deut e eskern er meaz euz he groc'hen, o veza ma veze ar c'has oc'h hen diarbenn, a gavaz, war e hent, eunn horden-gi nerzuz, lard-toaz ha flour he ler, ki distaill gallouduz. Lammet gant he gilpenn, hen taga, hen dispenn, hen diskolp' a besiou, a voa micher Gwillou
1867
Référence :
MGK
p7
tagañ
taga
1909
Référence :
BROU
p. 426 (étrangler & aussi s'étrangler)
Kregiñ a reas neuze e Siluros en e c’houzoug, ken ma vennas hemañ tagañ, hag e tiframmas anezhañ diouzh Derkeia.
Kregi a reas neuze e Siluros en e c’houzoug, ken ma vennas heman taga, hag e tiframmas anezan diouz Derkeia.
1923
Référence :
SKET
p.104
Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueoù, o ebeulien, moch-gouez da duriat[a] o zrevadoù, arzhed da dagañ o c’hon, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.
Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueou, o ebeulien, moch-gouez da duriata o zrevadou, arzed da daga o c’houn, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.
1923
Référence :
SKET
p.119
Sellit outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter[z]igor war he mammenn, sklaer evel skorn, kri evel hini ur c’hazh klañv arajet, evel hini un aer-wiber, o c’hortoz piv da dagañ.
Sellet outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter-digor war he mammenn, sklêr evel skorn, kri evel hini eur c’haz klanv arajet, evel hini eun aer-wiber, o c’hortoz piou da daga.
1925
Référence :
BILZ2
p.112
en em dagañ ouzh
en em daga ouz
1931
Référence :
VALL
pg (s')attaquer
tagañ
1931
Référence :
VALL
pg assaillir, attaquer
Chas ifern, ya ! laosket 'n o roll / D'hon tagañ dihegar ha foll, / D'an Iliz enebourien yud, / Setu petra eo ar seurt tud !
Chas ifern, ya ! laosket 'n o roll / D'hon taga dihegar ha foll, / D'an Iliz enebourien yud, / Setu petra eo ar seurt tud !
1960
Référence :
PETO
p18
D'ar Republik droug ne vennan ; / Ned eo ket me, dister, he zag.
D'ar Republik droug ne vennan ; / Ne deo ket me, dister, he zag.
1960
Référence :
PETO
p44
N'en deus tra da welout en enkadenn am zag. / Na c'hwi nep abeg mat d'en derc'hel bremañ stag.
N'en deus tra da welout en eñkadenn am zag. / Na c'houi nep abeg mat d'hen derc'hel bremañ stag.
1960
Référence :
PETO
p49
Rak ur pennad goude e klevjomp peseurt tro vil en devoa c'hoariet d'ar Gouarnour : gwelet en devoa listri-dindan-vor alaman o tont da dagañ Cocobeach.
1985
Référence :
DGBD
p88
Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...
2015
Référence :
DISENT
p57
Forzh peseurt tagusted pe feulster a c'hallfe c'hoarvezout en o c'heñver ne ray nemet brasaat ar chañs da vezañ taget taer gante ivez, hep ober anv deus ar fed e ray kement-mañ d'ar boliserien tostaat ouzh hor gwir enebourien.
2015
Référence :
DISENT
p159-160
"Amoedaj an hini eo," a adlavar Sotiropoulos en deus skiant-prenet hag a oar gortoz ar c'houlz evit tagañ.