D'ar mare ma chomas a-sav ar c'hab dirak ar chomlec'h meneget, e savas un tammig al latar; an noter a spurmantas ur straed truek, un davarn, un ti-debriñ gall dister, ur stal a werzhe kelaouennoù skeudennaouet ur penny an tamm ha saladennoù daous pence, ur bern bugale e truilhoù tomolodet e korn an dorioù, ha merc'hed e-leizh, eus a bep seurt broioù, o tremen hag o vont, o alc'houez en o dorn, da bakañ banne ar beure.
Ha pa vezer bazhataet eo gwelloc'h en em damolodiñ war al leur evel ur poupig e kof e vamm -gourvezet war ar c'hostez, an daouarn a-drek ar penn hag an diarvrec'h war an daouividig, en ur sevel an daoulin da wareziñ an organoù genel-
Mots précédents
Mots suivants
tamouez