Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. Ober ur voul eus (udb.). An den yaouank a oa gantañ un tamm paper etre e zaouarn hag en tamolode. Avel o tamolodiñ fulennoù-erc'h. 2. Gronnañ. Tamolodiñ udb. en-dro d'an-unan : en em c'hronnañ gant an dra-se. Goude bezañ tamolodet e ballenn en-dro dezhañ. & Dre skeud. An noz zo ur vamm, tamolodiñ a ra he bugale en he sioulder madelezhus. DHS. pakañ. 3. Bezañ kaset ha digaset gant an dud zo stardet en-dro d'an-unan. Ne blij ket din bezañ tamolodet er c'hiz-se. II. V.g. Souchañ. Tamolodiñ etre divrec'h ub. Aet eo ar c'hi da damolodiñ en e log. III. V. em. EN EM DAMOLODIÑ. 1. En em c'holeiñ gant udb., kuit da gaout anoued prl. 2. En em zastum war an-unan. Hemañ a oa en em damolodet evel ur velc'hwedenn-grogennek.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

tamolodiñ

1931
Daveenn : VALL pg (se) blottir

D'ar mare ma chomas a-sav ar c'hab dirak ar chomlec'h meneget, e savas un tammig al latar; an noter a spurmantas ur straed truek, un davarn, un ti-debriñ gall dister, ur stal a werzhe kelaouennoù skeudennaouet ur penny an tamm ha saladennoù daous pence, ur bern bugale e truilhoù tomolodet e korn an dorioù, ha merc'hed e-leizh, eus a bep seurt broioù, o tremen hag o vont, o alc'houez en o dorn, da bakañ banne ar beure.

2012
Daveenn : DJHMH p40

Ha pa vezer bazhataet eo gwelloc'h en em damolodiñ war al leur evel ur poupig e kof e vamm -gourvezet war ar c'hostez, an daouarn a-drek ar penn hag an diarvrec'h war an daouividig, en ur sevel an daoulin da wareziñ an organoù genel-

2015
Daveenn : DISENT p161

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial