tanav
Va gwad a verve dre ma konte an Aotrou Krenn fallagriezh ha krizder soudarded ar Republik ; va izili a grene, va spered a yae tanav ; ar gwad a savas d’am [f]enn, aet e oan er-maez ac’hanon va-unan ; ankounac’haat a ris en un taol an troc’h a yoa em morzhed, sevel a ris em sav : — It atav, dispac’herien fallakr ha digalon, emeve din va-unan, m’en talvezo deoc’h !
Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !
Tanav a-walc'h eo al lec'hid, evel ma respont Jonhson en a-raok, o vezañ m'emañ ar c'haniennoù peurliesañ pell diouzh an aod.
Kousket dous eo e holl genvreudeur, pep hini en e logig wenn, klozet diouzh bali ar gambr voutin gant ur ballenn lien tanav.
Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].
Palmira a skinas bivig he daoulagad a-dreuz rouedenn danav he mantilhenn. Skediñ a-reas [sic, a reas] ivez he dent e skrin he diweuz ruz-livet, ha daou doullig a fivilas en he divjod kigennet-flour.
Anat e oa an dra e sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn gant broudoù ar c'hig. Nemet, na petra 'ta ! N'oa ket bet meret er bleud an tanavañ. Primoc'h e oa ar pemoc'h da zihuniñ en e greiz eget an ael.
Setu ma veze, en doare-se, follennoù tanav-tre ha bras-kaer.
N'eus anv ebet e vefes anvet war well paz eus re all gant un egar sevel kreñvoc'h. Ha Gikas zo bet tanav e skouarn atav evit ar re-se.
E straed Eolidos ez eus en em dolpet maouezed hag a sell, simudet, dindan ar glav tanav, ouzh ar c'hlañvgirri o vont kuit.
Mots précédents
Mots suivants
tanavaat