V.
I.
V.g.
1. (db. an traoù niveradus)
Dont da vezañ rouesoc'h.
War danavaat ez a niver an dud a ra ar vicher-se. Digarezioù a gaver bep bloaz da danavaat hoc'h aluzen.
2. (db. an danvezioù)
[1499, 1659, 1732, 1931] Bezañ nebeutoc'h anezhañ.
An dour zo o vont da danavaat.
3. Difetis
Nebeutaat.
Tanavaat a ra ar feiz e-touez an dud.
4. Trl.
Dont e skouarn da danavaat : klevet spisoc'h.
An dud a danavaas o skouarn da glevet ar galv a zeue betek enno.
II.
V.k.e.
1. Rouesaat.
[1732, 1931] Poent eo dit tanavaat da garotez.
HS. distankañ.
2. Tanavaat bara : troc'hañ felpennoù tanav anezhañ.
3. Lakaat da zifankañ.
Ar prunev a danava ar c'horf.