Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. PEMDEZ 1. Teuler ub., udb., feuls dh. Me am boa tanfoeltret anezho e-barzh ar porzh. [1954] [...] met ar mare-se arabat e veze leuskel merc’hed yaouank da c’hoari pezhioù mesk-ha-mesk gant ar baotred : tanfoeltret e vijemp bet gant ar Frered e-maez o zi [...]. [1954] Da serr-noz, ne oamp ket c’hoazh a-wel d’ar gêr Orleans-Nevez pa freuzas ar C’hleber ul lestr-karg bras tanfoeltret ouzh e staoñ gant red an dour, ken feuls ha ma vez eno, ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn. HS. darc'haouiñ, skeiñ. 2. Direnkañ, freuzañ. Tanfoeltret eo ma armel ganin. 3. Darc'haouiñ un taol gant ub., leuskel un tenn gant ub. Tanfoeltrañ e vazh gant penn ub. Tanfoeltrañ un tenn fuzuilh war ub. HS. foeltrañ.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

Kerse bras ’oa gant an teir-mañ dre ma n’hellent kenlabourat ganimp nemet e giz-se, met ar mare-se arabat e veze leuskel merc’hed yaouank da c’hoari pezhioù mesk-ha-mesk gant ar baotred : tanfoeltret e vijemp bet gant ar Frered e-maez o zi, daoust ha ma roemp an holl arc’hant dastumet, gwech evit o skol, gwech evit ar patronaj pe un dra bennak all dindan veli person Landreger.

1954
Référence : VAZA p.76

Da serr-noz, ne oamp ket c’hoazh a-wel d’ar gêr Orleans-Nevez pa freuzas ar C’hleber ul lestr-karg bras tanfoeltret ouzh e staoñ gant red an dour, ken feuls ha ma vez eno, ha setu troc’het ganimp ar vag en daou damm, ken prim, ken ouesk, ha ma vije bet ur c’houign amann pe ur vlonegenn.

1954
Référence : VAZA p.101

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux