Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.
« Nann ! n’eo ket al loar an hini eo », a soñjas adarre ar voereb, « pe e vefe henozh ul loar he sklerijenn gamm. N’eo ket, kennebeut, skleur un tangwall, difiñv ma ’z eo ar sklerijenn war ar prenestr. Petra ’ sinifi kement-mañ ? »
Lakaat a reas Palmira he dorn war vrec'h kleiz he divizour. Ur c'hlaouenn vev. Trumm, e krogas an tan-gwall e gwazhied ar paotr.
E-pad ar bloavezh 1905 e teuis a-benn da sevel e Landreger ur strollad c’hoarierien niverus a-walc’h, bourc’hizien ha micherourien, ha c’hoari a raemp alies, ur wech ar miz pe dost, bep tro e ti ar Frered, o vezañ ma ’z oa eno ur sal hag ul leur c’hoari [leur-c'hoari] eus ar c’hentañ, dismantret abaoe gant kanfarded Hitler ha goude gant un tangwall.
Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.
Gant aon, moarvat, rak ankounac’haat boazioù hag hengoun ar fourgadennoù dre lien, ar c’haronennoù derv ha listri uhelvourzh gwechall e ranke an holl diwall dreist pep tra diouzh an tan-gwall, bez’ e veze bepred war bep lestr brezel Bro-C’hall, ha daoust ha ma veze gwerzhet chimik war vourzh, ur varikennig kouevr ruz kelc’hiet gant houarn, hag a luc’he koulz hag un dro-c’houzoug aour hag arc’hant e kerc’henn ur goantenn.
Balthazar, mab ar sakrist, en devoa degaset eus ar gêr tog kouevr e donton bet gwechall paotr an tangwall n'ouzon ken pelec'h.
N’en devoa ket hanterzistaget e gomz ma lammas e-maez va jeneraled primoc’h eget tud o skarañ da lazhañ un tangwall, ha todilhon a raent, m’hen tou, gant ar sabrinier hag an hernach all e-pign outo !
Amañ e oa teñval evel dibenn ar pardaez; aze e ruzelle ur gell don, luc'hus ha flamm, evel gouloù un tangwall iskis; hag ahont, evit ur predig, al latar o vezañ tost roget, e c'halle ur bann a c'houloù-deiz skoelf emsilañ prim etre an troellennoù froudennus.
Difreuz e oa manet he relegenn briziusañ, mantell ar Werc'hez Vari mar plij, goude ma oa bet pulluc'het an iliz gant an tan-gwall.
Mots précédents
Mots suivants
tangwallañ