Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Emzalc'h ub. a chom dilavar. & Trl. Lakaat tav en ub. : e lakaat da devel. & Ober an tav war ub. : na gomz diwar e benn. & Tr. adv. War dav : hep komz. Chom a rejont war dav ur maread amzer. & (impl. da anv un an) Ar c'hazh-se n'eus tav ebet ennañ. Ober un tav. 2. Mare ma ne gomzer ket. Ne badas ket pell an tav-se. HS. didrouz, sioulder. 3. Dre ast. Stad ul lec'h ma n'eus ket a drouz. Ar goullo hag an tav. HS. didrouz, sioulder.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

war-dav

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "en silence".

tav

1850
Référence : GON.II pg taô, tav, tével

tav

1850
Référence : GON.II pg taô, tav

E-keit ha m’edo ar merc’hed o kouronkañ, span ha tav a veze e pep lec’h. Pa stagent, avat, da c’hoari pelenn war ar c’hlazenn, an douar, en dro-mañ, eo a grene dindan o zreid.

1924
Référence : SKET.II p.34

tav g.

1924
Référence : SKET.II p.142 « Geriadurig », "Silence".

"War-dav"

1924
Référence : SKET.II p.142 « Geriadurig », "En silence".

An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo ; plijet e oant da chom ur predig amzer e kompagnunezh an den emzalc'hus-se ; en em brientiñ a raent d'an digenvezded ; divezviñ a rae o spered bennozh d'e dav pinvidik, goude stegn al levenez a oa bet eztaoleet fonnus e-doug an nozvezh.

2012
Référence : DJHMH p32

Peogwir o deus bet urzh gant ar maodiern da ober an tav war-se, anat eo.

2015
Référence : EHPEA p149

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux