Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou.
Ne 'm boa ket bet ar skiant da lakaat reiñ din diouzhtu an arc'hant ; hag antronoz vintin e oa nijet kuit va labous evit mont da Libreville, hep bezañ paeet ; ha kavout a rae din e oa tec'het dre ma ouie ne oan ket evit chom pell amzer er memes lec'h.
Tec'het eo diouzhomp ar gwel eus o c'horfoù da nebeutañ.
Lavaret em boa dezhi dont tre evit ma rojen dezhi ur werennad dour met treiñ kein he doa graet ha tec'het e oa kuit d'ar red.
Mots précédents
Mots suivants
techet