1. Ag. pet. b.
Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver teir.
An teirvet gwech. An teirvet sizhun. An teirvet lodenn.
2. Rag. peg. b.
Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver teir.
An deirvet : un den, ul loen, un dra arouezet gant un anv benel, dezhañ an niver tri hervez un urzh bnk.
3. Termen a dalvez da aroueziñ sifr an unanennoù en niveroù petvediñ.
An teirvet plac'h warn-ugent. An deirvet ha tri-ugent.
HS. trede, trivet.
Référence :
GON.II
p.25, livre premier, "la troisième".
un deirvet
eunn deirved
1850
Référence :
GON.II
p.21, livre premier, "un tiers, un troisème".
D'an deirvet gwech an dilennadur a vefe embannet gant an hanter hag unan eus ar mouezhiou.
D'an deirved gwech an dilennadur a vefe embannet gant an hanter-hag-unan eus ar moueziou.
1909
Référence :
REZI
p. 8
Uheloc’hik en hanternoz ez eus un deirvet stêr, an Adrana ar Skaled, ez a an dourioù anezhi war-du ar c’huzh-heol da ziraez mor ar Goularz.
Uheloc’hik en hanternoz ez eus eun deirvet stêr, an Adrana ar Skaled, ez a an douriou anezi war-du ar c’huz-heol da ziraez mor ar Goularz (2).
1923
Référence :
SKET
p.96
An deirvet neuze, dezhi ur gouriz arem hag ur gourgleze, a zic’houine hec’h arm hag en em daole da skoazell he div geneilez.
An deirvet neuze, d’ezi eur gouriz arem hag eur gourgleze, a zic’houine hec’h arm hag en em daole da skoazell he diou geneilez.
1923
Référence :
SKET
p.114 (Reizhet en eil kevrenn -1924- : p.150 : "Da reiza er gevrenn genta" : "[...] e lec’h « e c’hourgleze » lenn « e c’hougleze ». Hevelep reiza ("gou" e lec’h "gour") [...] p. 114, eil dilinenna, lin. 19, 24").
Kavet o deus war o hent teir vandennad tud : unan en ur guitaat Sant-Eflamm, unan all a-raok erruout gant Roc’h-al-Laz, an deirvet en tu all dezhi.
Kavet o deus war o hent teir vandennad tud : unan en eur guitaat Sant-Efflam, unan all a-rôk erruout gant Roc’h-al-Laz, an deirved en tu all d’ei.
1925
Référence :
BILZ2
p.127-128
« Hola, hola, ma faotr, faziañ a rit. Aze ‘mañ ar c’hentañ klas. An teirvet klas a zo du-hont d’an traoñ… » - « Ho tigarez, mar plij, er c’hentañ klas e fell din mont. »
« Holla, holla, ma faotr, fazia a rit. Aze ‘mañ ar c’henta klas. An teirvet klas a zo du-hont d’an traoñ… » « Ho tigarez, mar plij, er c’henta klas e fell d’in mont. »
1944
Référence :
EURW.1
p.102
C'hwezek vloaz e oan, achu ganin ma zeirvet, gant notennoù mat e pep brank ; ne oa da rebech din nemet chom hep plegañ d'ar Reolenn.
C'houezek vloaz e oan, achu ganin ma zeirvet, gant notennou mat e pep brank ; ne oa da rebech d'in nemet chom hep plega d'ar Reolenn.
1944
Référence :
EURW.1
p43
En deirvet [pañsion], an hini 300 lur, e oa ar muiañ a grennarded : ar re a soñje mont da veleg, ar re a veze paeet evito gant ur beleg.
En deirvet [pañsion], an hini 300 lur, e oa ar muia a grennarded : ar re a soñje mont da veleg, ar re a veze paeet evito gant eur beleg.
1944
Référence :
EURW.1
p32
— Bez' e oa teir bañsion, diouzh yalc'h an dud : kentañ, eil, teirvet.
— Bez' e oa teir bañsion, diouz yalc'h an dud : kenta, eil, teirvet.