1. [1659, 1732, 1850, 1867, 1927, 1931, 1944] Abaoe an oad kentañ ; ent bihan.
[1850] A-vihanik e erezen ar gwin. [1867] Marvailhoù an tad-kozh hag ar vamm-gozh a gavent brav a-vihanik.
[1944] Al lec'h a garen ar muia mont da welout a-vihanik, a oa tosenn Sant-Weltas, tosenn Rospellem, ha Toull ar Boned-Ruz. [1944] Lec'hiet-mat e oan, a-vihanik, da arvestiñ ouzh doareoù bevañ Karnoediz.
[1954] [...] desket ha desket mat am eus va yezh a-vihanik, ha mil bennozh Doue dezho evit se !
2. (impl. da stn)
Brezhonegerien a-vihanik : bet desket brezhoneg ganto er gêr gant o zud.
Lavaret am eus a-raok, e oan krog a-vihanik da rimal brezhoneg, goude ma’m boa lennet dre chañs ar « Barzhaz Breizh » ha « Bombard Kerne ».
Lavaret am eus a-raok, e oan krog a-vihanik da rimal brezoneg, goude ma’m boa lennet dre chañs ar « Barzaz Breiz » ha « Bombard Kerne ».
1944
Référence :
EURW.1
p.100
Lec'hiet-mat e oan, a-vihanik, da arvestiñ ouzh doareoù bevañ Karnoediz.
Lec'hiet mat e oan, a vihanik, da arvesti ouz doareou beva Karnoediz.
1944
Référence :
EURW.1
p18
Al lec'h a garen ar muiañ mont da welout a-vihanik a oa tosenn Sant-Weltaz, tosenn Rozpelem, ha Toull ar boned ruz.
Al lec'h a garen ar muia mont da welout a-vihanik, a oa tosenn Sant-Weltas, tosenn Rospellem, ha Toull ar Boned-Ruz.
1944
Référence :
EURW.1
p16
A-drugarez d'an azenerezh-se, evel ma lavarfe darn 'zo, ha d'o diouiziegezh venniget, hervez ma kredan-me, rak daou benn he deus pep bazh, desket ha desket mat am eus va yezh a-vihanik, ha mil bennozh Doue dezho evit se !
A drugarez d'an azenerezh-se, evel ma lavarfe darn 'zo, ha d'o diouiziegezh venniget, hervez ma kredan-me, rak daou benn he deus pep bazh, desket ha desket mat am eus va yezh a-vihanik, ha mil bennozh Doue dezho evit se !
1954
Référence :
VAZA
p.8
He fried 'vat ne ouie, koulz eo lavarout, na bu na ba, rak o vezañ m'en devoa kollet tad ha mamm [a]-vihanik ne oa bet er skol nemet tri pe bevar miz.
He fried 'vat ne ouie, koulz eo lavarout, na bu na ba, rak o vezañ m' en devoa kollet tad ha mamm e-vihanik ne oa bet er skol nemet tri pe bevar miz.
1954
Référence :
VAZA
p.16
A-drugarez d’am mamm, ampart e oan a-vihanik evit pezh a selle ouzh kanañ ha lenn notennoù ; dont a ris ’ta a-benn eus tri pe bevar fennad tennoc’h-tenn, ha setu laouen an Aotrou Farigoul, ha me ’ta ! ne oa ket neuze an holl lorc’h e Pariz !
A-drugarez d’am mamm, ampart e oan a-vihanig evit pezh a selle ouzh kanañ ha lenn notennoù ; dont a ris ’ta a-benn eus tri pe bevar fennad tennoc’h-tenn, ha setu laouen an Aotrou Farigoul, ha me ’ta ! ne oa ket neuze an holl lorc’h e Paris !
1954
Référence :
VAZA
p.81
Petra bennak ne oa bet morse ur goantenn, hag eviti da vont war an oad, bez’ oa war he doareoù liv ha neuz ur vaouez a renk uhel, savet a-vihanik en ur c’helenndi hollvrudet na veze degemeret ennañ nemet merc’hed an dudjentil eus an dibab.
Petra bennak ne oa bet morse ur goantenn, hag eviti da vont war an oad, bez’ oa war he doareoù liv ha neuz ur vaouez a renk uhel, savet a-vihanik en ur c’helenndi holl-vrudet na veze degemeret ennañ nemet merc’hed an dudjentil eus an dibab.
1955
Référence :
VBRU
p.63
Note d'étude
Deuet eo, abaoe pell, "a-vihanik" da vezañ ar stumm pennañ, hini ar genyezh, e-skoaz eo deuet implij ar stumm diazez "a-vihan" da vezañ rannyezhel kentoc'h. S.i.o. "a-vihan".