Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1732, 1850, 1867, 1924, 1927] Gwall nebeut a vent, a devder, a uhelder, h.a., dezhañ. [1850] Bihanik. [1867] Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet. [1924] Neuze e welas un enezenn bihanik a-walc’h, kompez ha digoad, na save en he c’hreiz nemet un ti hepken, kelc’hiek e voger. & (dirak ur spizer) [1732] Korfig bihanik-meurbet. 2. Ent strizh (db. oad an dud) [1732, 1878, 1944] Yaouank-tre, bugel. [1732] Aba voen bihanik. [1878] Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat. [1944] Pa lennas ma mamm al levr e oa eviti ivez ur sklêrijenn ; bet he doa klevet, emezi, pa oa bihanik, kalz eus ar gwerzioù dastumet er Barzhaz Breizh. & Tr. adv. [1923, 1929] EZ VIHANIK, ENT BIHANIK : a-vihanik. [1923] Ez vihanik ec’h evas, ouzhpenn, laezh buoc’h c’hlas an doueed a oa mes[a]et gant ar gov Gobanniu. [1929] Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

korfig bihanik-meurbet

1732
Référence : GReg pg corpuscule (arôme)

aba voen bihanik

1732
Référence : GReg pg (dès mon) enfance

bihanik

1850
Référence : GON.II pg bianik ou bihanik (Fort petit. Extrêment petit).

bihanik

1850
Référence : GON.II pg bianik

Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet.

1867
Référence : MGK p119

Amañ, bianik, e c’hoarie gant he breur : ahont e tennas he mamm he huanad diwezhañ ; war an daol-se e oa bet gourvezet korf he zad a-raok bezañ lakaet en e arched ; larkoc’h, du-hont, en he c’hambr, edo he gwerc’hezig Vari, he doa ken alies a wech daoulinet dirazi evit goulenn sklêrijenn ar Spered-Santel da anaout ar stad a vuhez m’oa galvet dezhi gant Doue.

1878
Référence : EKG.II p.286

Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat.

1878
Référence : EKG.II p.265-266

Ez vihanik ec’h evas, ouzhpenn, laezh buoc’h c’hlas an doueed a oa mes[a]et gant ar gov Gobanniu.

1923
Référence : SKET p.36

Neuze e welas un enezenn bihanik a-walc’h, kompez ha digoad, na save en he c’hreiz nemet un ti hepken, kelc’hiek e voger.

1924
Référence : SKET.II p.37-38

bihanik

1927
Référence : GERI.Ern pg bihan

Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da [sic] zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell.

1929
Référence : SVBV p.14

Kalz a vugale da everien gwin-ardant a varv ez vihanik.

1943
Référence : TOAA p3

– Pa lennas ma mamm al levr e oa eviti ivez ur sklêrijenn ; bet he doa klevet, emezi, pa oa bihanik, kalz eus ar gwerzioù dastumet er Barzhaz Breizh.

1944
Référence : EURW.1 p41

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux