1. [1732, 1850, 1867, 1924, 1927] Gwall nebeut a vent, a devder, a uhelder, h.a., dezhañ.
[1850] Bihanik.
[1867] Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet.
[1924] Neuze e welas un enezenn bihanik a-walc’h, kompez ha digoad, na save en he c’hreiz nemet un ti hepken, kelc’hiek e voger.
&
(dirak ur spizer)
[1732] Korfig bihanik-meurbet.
2. Ent strizh
(db. oad an dud)
[1732, 1878, 1944] Yaouank-tre, bugel.
[1732] Aba voen bihanik.
[1878] Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat.
[1944] Pa lennas ma mamm al levr e oa eviti ivez ur sklêrijenn ; bet he doa klevet, emezi, pa oa bihanik, kalz eus ar gwerzioù dastumet er Barzhaz Breizh.
&
Tr. adv.
[1923, 1929] EZ VIHANIK, ENT BIHANIK : a-vihanik.
[1923] Ez vihanik ec’h evas, ouzhpenn, laezh buoc’h c’hlas an doueed a oa mes[a]et gant ar gov Gobanniu.
[1929] Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell.
Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet.
D'ezhi [d'ar garantez] omp hevel holl : hag al laouenanik, / Ho preur-c'houi, peorien geiz, dister ha bihanik, / Zo kement diraz-hi ha roue brasa ar bed ; / Hen ha c'houi zo gant Doue gwelloc'h zo-ken karet.
1867
Daveenn :
MGK
p119
Amañ, bianik, e c’hoarie gant he breur : ahont e tennas he mamm he huanad diwezhañ ; war an daol-se e oa bet gourvezet korf he zad a-raok bezañ lakaet en e arched ; larkoc’h, du-hont, en he c’hambr, edo he gwerc’hezig Vari, he doa ken alies a wech daoulinet dirazi evit goulenn sklêrijenn ar Spered-Santel da anaout ar stad a vuhez m’oa galvet dezhi gant Doue.
Aman, bianik, e c’hoarie gand he breur : a-hount e tennaz he mamm he huanad diveza ; var an daol-ze oa bet gourvezet korf he zad araok beza lakeat enn he arched ; larkoc’h, du-hount, enn he c’hambr, edo he guerc’hezik Vari, e doa ken aliez a veach daoulinet dirazhi evit goulen sklerijenn ar Spered-Santel da anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhi gand Doue.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.286
Va gwelet hoc’h eus bihanik, pa ne c’hellen ket c’hoazh bale ; abaoe ma’m eus skiant, n’em eus gwelet ganeoc’h nemet pep seurt giz vat.
Va guelet hoc’h euz bianik, pa ne c’hellen ket c’hoaz bale ; abaoue ma’m beuz skiant, n’em beuz guelet ganeoc’h nemed pep seurt giz vad.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.265-266
Ez vihanik ec’h evas, ouzhpenn, laezh buoc’h c’hlas an doueed a oa mes[a]et gant ar gov Gobanniu.
Ez vihanik ec’h evas, ouspenn, laez buoc’h c’hlas an doueed a oa meset gant ar gof Gobanniu.
1923
Daveenn :
SKET
p.36
Neuze e welas un enezenn bihanik a-walc’h, kompez ha digoad, na save en he c’hreiz nemet un ti hepken, kelc’hiek e voger.
Neuze e welas eun enezenn bihanik a-walc’h, kompez ha digoad, na save en he c’hreiz nemed eun ti hepken, kelc’hiek e voger.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.37-38
bihanik
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg bihan
Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da [sic] zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell.
Ez-vihanig, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar zoudarded koz hag ar bleizi-mor da zanevella traou mantrus, iskis, fentus, ha lirzin a-zivoud ar broiou pell.
1929
Daveenn :
SVBV
p.14
Kalz a vugale da everien gwin-ardant a varv ez vihanik.
Kalz a vugale da everien gwin-ardant a varv ez-vihanik.
1943
Daveenn :
TOAA
p3
– Pa lennas ma mamm al levr e oa eviti ivez ur sklêrijenn ; bet he doa klevet, emezi, pa oa bihanik, kalz eus ar gwerzioù dastumet er Barzhaz Breizh.
– Pa lennas ma mamm al levr, e oa eviti ivez eur sklerijenn ; bet he doa klevet, emezi, pa oa bihanik, kalz eus ar gwerziou dastumet er Barzaz Breiz.