Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Plac'h pe vaouez evit he zud-kozh. Ma merc'h ha ma merc'h-vihan a ra eus o gwellañ da harpañ ma c'hozhni. Deuet eo e verc'hed-bihan d'e welet. [1955] Abaoe ur pennad mat he devoa ’ta dilennet danvez he merc'h-vihan : un dimezellig sioul, bet kelennet gwechall gant seurezed ar Groaz e Landreger.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Peder pe bemp sizhun goude ma oa aet Loull ar Bouc’h eus a Blouaret, un dervezh, war dro eizh eur dioc’h ar mintin, Mari-Jann Kermabrouz a oa azezet war an oaled o reiñ da zibriñ hag o wiskañ he dilhad d’he merc’h-vihan Ma[r]c’harit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.147

Abaoe ur pennad mat he devoa ’ta dilennet danvez he merc'h-vihan : un dimezellig sioul, bet kelennet gwechall gant seurezed ar Groaz e Landreger.

1955
Daveenn : VBRU p.2

Kerkent hag erru er gêr, ha zoken kent mont d’azezañ ouzh taol gant an toullad tud pedet da dañva o lod eus hor predig-eured, e fellas d’am gwreg stekañ ’vel ma ouie war he fenn koef dantelezhet [dantelezet] va bro, « jubile » Treger ha Goelo, am boa degaset dezhi em c’houfr a-berzh Soaz Sapeur : « Ra deurvezo va merc’h-vihan, eme an hini-gozh, dougen an deiz-se ur c’hoef, evel holl wragez va c’herentiezh.

1955
Daveenn : VBRU p.58

Ofis publik ar brezhoneg