Abaoe ur pennad mat he devoa ’ta dilennet danvez he merc'h-vihan : un dimezellig sioul, bet kelennet gwechall gant seurezed ar Groaz e Landreger.
Kerkent hag erru er gêr, ha zoken kent mont d’azezañ ouzh taol gant an toullad tud pedet da dañva o lod eus hor predig-eured, e fellas d’am gwreg stekañ ’vel ma ouie war he fenn koef dantelezhet [dantelezet] va bro, « jubile » Treger ha Goelo, am boa degaset dezhi em c’houfr a-berzh Soaz Sapeur : « Ra deurvezo va merc’h-vihan, eme an hini-gozh, dougen an deiz-se ur c’hoef, evel holl wragez va c’herentiezh.
Mots précédents
Mots suivants
merdead