Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
175
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. Dont da vezañ bihanoc'h (I 1, 2; III 1). War vihanaat ez ae an dud dre ma pellaemp. Dour re domm a laka an dilhad gloan da vihanaat. Bihanaat a ra buan ar bern. HS. koazhañ. 2. Dre skeud. Dont da gaout nebeutoc'h a bouez, a nerzh, a dalvoudegezh. Bihanaet eo an enebiezh a oa etrezo. He foan zo bihanaet goude bezañ kemeret louzoù. 3. Trl. skeud. Bihanaat, dont bihan e galon : gouzañv anken. Bihanaat a ra he c'halon o welet he mab o vont kuit. [1878] ha me ne ouien petra da ober ; va c’halon a vihanae o welet daeloù an Aotrou Kure. II. V.k.e. 1. Lakaat da vezañ bihanoc'h (I 1 ; III 1). Ret e vo bihanaat ment ar gelaouenn. Ar marc'hadour en deus bihanaet priz ar vioù. 2. Dre skeud. Lakaat da vezañ disteroc'h, gwanoc'h. An erc'h o kouezhañ en deus bihanaet splannder an deiz. Ho kevier n'o deus ket bihanaet he brud vat. DHS. berraat, izelaat. HS. digreskiñ, nebeutaat. ES. brasaat, kreskiñ. III. Trl. (dirak un av. degaset gant an ar. a pe da) BIHANAAT A, DA OBER UDB. : ober an dra-se nebeutoc'h eget a-raok. Bihanaet en deus a zebriñ, da zebriñ : ne zebr ket mui kement.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

bihanaat

1499
Référence : LVBCA p37 (amenuser, appeticier)

34. Lavaret a raed ivez penaos un den devot bras d'an itron santez Katell, peheni he galve alies en e sikour evit-se[,] dre spas amzer ez vihanos e zevosion, hevelep ma sesas en holl he fidiñ.

1576
Référence : Cath p26

bihanaat

1659
Référence : LDJM.1 pg apetisser, decroitre, bihanaat

bihanaat

1732
Référence : GReg pg decroitre (diminuer de hauteur, de quantité)

bihanaat

1732
Référence : GReg pg abaissement, amoindrir, appetisser

a zeu da vihanaat

1732
Référence : GReg pg appetissant

bihanaet

1732
Référence : GReg pg diminuer (rendre ou devenir moindre)

bihanaet

1732
Référence : GReg pg abaissement, amoindrir, appetisser

a vihana

1732
Référence : GReg pg appetissant

bihanaat

1732
Référence : GReg pg diminuer (rendre ou devenir moindre)

bihanaet

1732
Référence : GReg pg decroitre (diminuer de hauteur, de quantité)

Bihanaat a ra ar bern ed.

1850
Référence : GON.II pg bianaat (Le tas de blé diminue).

bihanaat

1850
Référence : GON.II pg bianaat (Rapetisser, rendre ou devenir plus petit. Diminuer).

bihanaat

1850
Référence : GON.II pg bianaat (Rapetisser, rendre ou devenir plus petit. Diminuer).

Re e vihanait anezhañ.

1850
Référence : GON.II pg bianaat (Vous le rapetissez trop).

bihanaet

1850
Référence : GON.II pg bianaat (Rapetisser, rendre ou devenir plus petit. Diminuer. Part.)

An Aotrou Krenn n’oa evit lavaret ger ; ouelañ a rae ken a zifronke, ha me ne ouien petra da ober ; va c’halon a vihanae o welet daeloù an Aotrou Kure.

1878
Référence : EKG.II p.52

bihanaat

1927
Référence : GERI.Ern pg bihan

bihanaat

1931
Référence : VALL pg amoindrir (& s'amoindrir), (s')apetisser, atténuer

Da grediñ eo ez eo kresket gant ar moustradur ha derez an holenadur, ha bihanaet a-feur ma 'z a ar wrez war zigreskiñ ; n'ouzer ket avat peseurt niver resis kemer.

1943
Référence : TNKN p82

Setu ma chom du-hont ar c'hae war vihanaat, al lestr a gerzh goustad, sachet gant listri-stlej ken na c'hell ober hent e-unan.

1985
Référence : DGBD p10

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux