1. Santad ub. damantus d'ub. all.
Ha setu me barr ma ene gant an deneridigezh o verzout poan en he sell.
2. Tro-spered, santad, emzalc'h ub. karantezus evit ub. all.
He daoulagad, teneridigezh ur vamm enno, a bare war ar c'hrouadur.
ar bleiz ouzh er c'hlevet [sic], zo bras e levenez. c'hoarzhin-ouelañ a ra gant teneridigezh
Ar bleiz, oc'h her c'hlevet, zo braz he levenez. C'hoarzin-ouela a ra gant teneridigez
1867
Référence :
MGK
p8
Per, evel p’en divije klevet he mouezh, a zigoras e zaoulagad ; ur sell a garantez hag a deneredigezh a reas outi, mes n’oa evit lavaret ger.
Per, evel p’en diviche klevet he mouez, a zigoraz he zaoulagad ; eur zell a garantez hag a deneredigez a reaz out-hi, mez n’oa evit lavaret ger.
1878
Référence :
EKG.II
p.177
Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o treiñ ouzh Kamula, bet keneilez he bugaleerezh, e lakeas he divrec’h en he c’herc’henn hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneridigezh.
Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o trei ouz Kamula, bet keneilez he bugaleerez, e lakeas he divrec’h en he c’herc’hen hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneredigez [sic].
1923
Référence :
SKET
p.105
Noz-deiz emañ ganto e spered, rak enno en deus dastumet holl deneridigezh e galon.
Noz-deiz eman ganto e spered, rak enno en deus dastumet holl deneridigez e galon.