GALLEK. DISPRED.
1. Pezh a soñjer, a lavarer d'ub. (diwar-benn ur c'hraf bnk.).
Hep goulenn e aviz digant den ebet. Ret eo heuliañ ar gwellañ aviz. Un aviz mat.
&
Trl.
Ober aviz gant ub. : kavout da ub.
Aviz a ra ganit ne'm eus ken da ober nemet reiñ ma madoù ?
HS. soñj.
&
Bezañ aviz da ub. (+av.) : aliañ da ub. (+av.).
Me a ve aviz deoc'h ober an dra-se.
2. Trl.
Bezañ aviz a ub. : bezañ a-du gantañ.
Eno ez eus unan bennak ha n'eo ket aviz ac'hanoc'h.
3. Trl.
En aviz ober udb. : gant ar mennad ober udb.
En aviz farsal outi. En aviz petra ez it-c'hwi da welet an dud ?
4. Impl. da anv hollek.
Furnez.
Eñ a ra tout gant aviz ha poell.
ES. diavizded.
Ar re-se, tud ar Sann, a veze atav gwechall er memes tu gant ar veleien, ne heulient, e pep tra, nemet aviz hag ali ar veleien ; touellet e oant ganto.
Ar re-ze, tud ar San, a veze atao gueach-all er memez tu gand ar veleien, ne heulient, e pep tra, nemed aviz hag ali ar veleien ; touellet oant gant-ho.
1878
Référence :
EKG.II
p.157
E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.
E ti-kêr eur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouz ar mogeriou, skritellou paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizerennou bras, talbennou a seurt d'ar re-mañ : DECRED EUS AN ASSEMBLE NASIONAL, LEZEN, AVIS, REGLAMANT, ORDRENANÇ.