— « O ! kement-se, Yann ? » — « N’eus kement-se ebet, Job, nemet jentil on kement-se, pa brestan deoc’h va bag… » — « Ya ! gouzout a reomp, Yann ; gouzout a reomp, rak ni a zo bet mignoned a[-]viskoazh… Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? »
E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.
Douget on bet a-viskoazh da garout al loened, ha forzh pelec'h e tegouezhas din bevañ, e Breizh, e Rusia, e Polonia, en Aljeria pe e Bro-C'hall, dalc'hmat ez eus bet e[n]-dro din daou pe dri gazh da vihanañ, ur c'hi hag un evn bennak, ha war a gredan erru-mat on ivez gant va breudeur daoudroadek pe bevarzroadek.
Ur c'hoant a-viskoazh da viken hag a vez gant an arzourien a bep bro.
Reiñ pour ha triñchin tro-ha-tro - Gikas evel m'eo bet a-viskoazh.
Mots précédents
Mots suivants
avius