Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

[1931, 1954] A gementadoù bras pe a niveroù bras, hep urzh. [1931] Tud a-vil-vern. A-vil-vern e oa deredet an dud eno. HS. a-vern.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Ar pesked-red a deu, war hon aodoù, entre hanter miz Kerdu ha diwez miz Genver, evit leuskel o laezhenn pe o vioù. Neuze e paker anezhe, bodennet ma vezont a-vil-vern : ar sein vras dispaket, an daou benn anezhi a rae an dro d’ar c’hlodad gant pep a vag vihan.

1925
Référence : BILZ2 p.122

— Dont a reont warnomp a-vil-vern. — N’eus forzh, eme Saig, n’eus forzh !… N’eo ket leun ar vag c’hoazh !

1925
Référence : BILZ2 p.111

a-vil-vern

1931
Référence : VALL pg beaucoup

Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.

1949
Référence : SIZH p.54-55

War-zigarez reiñ lusk d’ar gouelioù, en devoa lakaet ar Maer en e benn aozañ ur genstrivadeg etrevroadel evit al lazoù-seniñ, ha diredet e oa eus pep lec’h saverien o fri a-vil-vern, dre ma krede dezho e weljent kement ha ma karent an Impalaer, e wreg hag o bugale.

1954
Référence : VAZA p.182

Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.

1954
Référence : VAZA p.89

Hervez ma veze roet da grediñ, lakaat a raent ivez e gwerzh e Koc’hu Pariz ar gedon, ar c’hilheien-gouez hag ar glujiri [sic] lazhet a-vil-vern e koadoù-stad Rambouillet, hag a veze gwechall kinniget da glañvourien an ospitalioù.

1954
Référence : VAZA p.150

L'Office public de la langue bretonne