Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. niv. A. Ag. peg. 1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da zek gwech kant. Mil lur. Mil tra. Mil taol. Mil bloavezh. Mil bloaz. Mil vuhez. 2. Trl. (kemm. blot. prl.) Kementad bras-tre. Yann(ig) mil micher*, mil vicher, a vil vicher, e vil vicher. & Kanañ ar mil seurt ruz gant ub. : e skandalat. & Kaout mil boan oc'h ober udb. : bezañ start-kenañ da ub. ober an dra-se. Me am bez mil boan o chaokat un tamm kreun. & Gouzañv mil boan, kant ha mil boan : gouzañv poanioù kalet. & Lakaat mil boan : lakaat e holl boan. & Kaout mil chañs : kalz a chañs. & Kaout mil geuz : keuz bras. & Kaout mil abeg da gaout udb., da ober udb. : kaout abegoù mat. Mil abeg en doa da gaout droukrañs outañ. & Gant mil evezh : gant evezh bras. & Mil mad : mil tra vat, mil tra blijus. Kement mil mad a oa a oa aet kuit. & Ober udb. mil vad da ub., udb. : ober kalz a vad dezhañ. Me a ra mil vad din e welet. An died-se a ra mil vad din. & Mil (ha mil) dra all : un niver bras-kenañ a draoù all. Hep komz eus mil dra all. Mil ha mil dra all a vez graet. & Tr. estl. (da ezteuler trugarekadennoù) Mil bennozh (dit, deoc'h), mil vennozh Doue warnoc'h, (Aotrou Itron), mil trugarez (deoc'h !), ho trugarez kant mil gwech. & Tr. estl. (da ezteuler e zisplijadur) Mil mallozh ! & (da gas ub. diwar-dro) Kae gant ar mil mallozh ma Doue ! & Kas gant ar mil mallozh ma Doue, an Aotrou Doue ! : kas diwar-dro. & (impl. dirak gast pe kurun da douiñ) Mil c'hast ! Tri mil c'hast ruz! Mil gurun ! [1944] « O tri mil !… » eme Job, pa voe degouezhet. [1944] « me a oa o lavarout, hep soñjal edoc’h kousket : o tri mil malchañs !… » & (db. an traoù, an darvoudoù) Na vezañ marv* mil den : na vezañ gwall dra. & Mont e mil damm, etre mil damm : terriñ krak. Aet eo ar pod e mil damm. B. Ag. pet. (goude un ak., da verkañ ar renk, an deiziadoù) Milvet. Er bloaz mil c'hwec'h kant unan ha tregont. II. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) 1. Niver zo par da zek gwech kant. Eno e oa tremen mil a dud. Tost da zaou vil a dud a oa eno. Mil a yeas gantañ. 2. Trl. (db. an dud) Bezañ e-sell ober mil hag ober kazh : bezañ e-sell ober berzh ha c'hwitañ e daol penn-da-benn. & [2015] Ober mil : dont a-benn eus udb., skeiñ er gwenn. & (db. an traoù) Bezañ mil gozh : bezañ kozh-kenañ. & Mont mil d'ober kant : a lavarer db. Un obererezh, ur raktres bnk. a oa tonket d'ober berzh hag a ra kazeg pe a zisoc'h war nebeut a dra. Mar dalc'h an traoù da vont en doare-se ez ay mil d'ober kant. & (dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Mil (ha mil) ha miloù, mil ha mil ha mil all : troiennoù a reer ganto da aroueziñ un niver bras-kenañ, a draoù, a dud. Lazhañ mil ha mil (ha miloù) a dud. Bevet en doa e fozioù war un dro gant mil ha miloù a re all. III. Adv. Mil bell zo : pell-pell zo. [1944] Ma vije bet daou Job e Lanurgad, e vije bet echu ar c’hoari mil bell ’zo. IV. Niv. peg. 1. (gant ur g. niv.) Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo etre mil hag ur milion. Daou vil den. Pevar mil seizh ezel warn-ugent. Seizh mil kant vloaz. Tri c'hant seizh mil ha pevar-ugent. Pemp kant mil bloaz. 2. (dirak milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel milionadoù, miliardoù. Mil milion a lurioù. V. G. (ls. -où) A. Pezh eus ur c'hoari zo merket mil warnañ. & Trl. Mont ar c'hazh gant ub. e-lec'h ar mil : bezañ koll en ur c'hoari. B. Niveron. 1. Niver anterin a zeu da heul nav c'hant naontek ha pevar-ugent. An niver mil. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 1000 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul nav c'hant naontek ha pevar-ugent. EVEZH. : (a) kemm. blot. goude mil ag. peg. a-wechoù ; (b) kemm. blot. goude mil rag. peg.

Exemples historiques : 
75
Masquer la liste des exemples

mil

1499
Référence : LVBCA p145 (idem ou mille)

hag evel-hen bet[ek] ar mil

1499
Référence : LVBCA p20, 36, 75, 94, 145 (et ainsi iucques a mile)

mil

1499
Référence : GAVH p74 (dusent - 'mille')

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Référence : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

en bloaz mil pemp kant hanter-kant nemet unan

1549
Référence : ISYK.I p112

Ael Doue a dorras hag a freuzas an holl rodoù-se gant hevelep impetuozite maz voe lazhet pevar mil paian.

1576
Référence : Cath p21

mil

1659
Référence : LDJM.1 pg mille

tost da vil skoed

1732
Référence : GReg pg approchant

tregont mil den a zo er gêr-mañ

1732
Référence : GReg pg ame

war-dro dek mil

1732
Référence : GReg pg a

mil c'hement all

1732
Référence : GReg pg fois (Mille fois autant.)

e-tro dek mil

1732
Référence : GReg pg a

An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp-kant evit ul leon, daou-c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel.

1732
Référence : GReg pg arabe (La langue Arabe est si feconde qu'elle a 1000. noms pour signifier une épée , 500. pour le lyon, 100. pour le serpent , & 80. pour le miel.)

kant mil

1732
Référence : GReg pg cent (mille)

A, pemp mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (A Cinq mil)

kant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (C. Cent mille)

Pemp mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (D. Cinq mille), (V. Cinq mil)

kant hag hanter-c'hant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (K. Cent cinquante mil)

hanter-c'hant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (L. Cinquante mil)

mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (M. Mille)

mil gwech mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (M. Mille fois mil)

dek ha pevar-ugent mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (N. Nonante mil)

unnek mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (O. Onze mil)

pevar-c'hant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (P. Quatre cens mil)

pemp-kant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (Q. Cinq cens mil)

pevar-ugent mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (R. Quatre-vingt mil)

kant hag hanter-c'hant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (Y. Cent cinquante mil)

daou vil

1732
Référence : GReg pg chiffre (Z. Deux mil)

div vil gwech

1732
Référence : GReg pg chiffre (Z. Deux mil fois)

tri mil gwech

1732
Référence : GReg pg fois (3000 fois.)

mil gwech

1732
Référence : GReg pg fois (Mille fois.)

Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos emañ an oabl steredet dreisomp ouzhpenn c'hwec'h-kant gwech kant mil lev.

1732
Référence : GReg pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)

a zek mil

1732
Référence : GReg pg abbaye

dek mil

1732
Référence : GReg pg a

eürus mil ha mil gwech ar c'hof en deus bet douget mab Doue hag ar poull-galon pehini en deus e vaget

1732
Référence : GReg pg alaiter

hag ho trugarez kant mil gwech

1732
Référence : GReg pg action

nav pe zek mil

1732
Référence : GReg pg a

mil

1850
Référence : GON.II pg mîl

pevar mil den a zo bet lazhet

1850
Référence : GON.II pg mîl

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !

1867
Référence : MGK Rakskrid V

Oc'h [ouzh] mil den a zimez, da vihanañ nav c'hant / Ne gemeront na skouer nag ali e nep lec'h, / Ha da noz o eured o devez keuz war-lerc'h.

1867
Référence : MGK p74

Ya, Jaouen ; setu amañ petra am beus soñjet : Te a yelo da Vrest, eno ez i da di ar c’homiser hag e tenni da baperoù evit mont da Vro-Saoz da gerc’hat glaou-douar, pe draoù all ; goulenn digant ar pennoù kentañ petra ve ar gwellañ dit da zigas ganez evit diroudañ anezho ; gra ganto da zen nec’het ; lavar ec’h eus mil boan oc’h esa bevañ da wreg ha da vugale, hag e c’houlennez kuzul diganto evit gellout ober evit ar gwellañ.

1877
Référence : EKG.I. p.216

Etre mil ha daouzek-kant a yoa anezho, hag ouc’hpenn ur pezh kanol hag en doa ur ginou du.

1877
Référence : EKG.I. p.234

Mat, bep tro ma’z ae unan bennak diwar ar maez e kêr, ur boned segovii war e benn, da werzhañ ul loan pe ur boezellad ed, ez ae raktal war e lerc’h ur vandenn soudarded en u[l] leuskel mil mallozh ha ne entented ket.

1877
Référence : EKG.I. p.308

Meulit-eñ, Aelez santel, Meulit e vajestez ; Rentit d’e vadelezh Mil meuleudi eternel.

1877
Référence : EKG.I. p.101

mil

1909
Référence : BROU p. 399

Bez’e oa ganto teir gwech hanter-kant ki, teir gwech hanter-kant mevel, tri-c’hant a gezeg, nav-c’hant a saout ha pemp mil dañvad.

1923
Référence : SKET p.21

Heñchet gant ar vran Vesakos, Drutos, mab Karros, a zeuas, goude, eus ar vro-Wenn, gantañ pevar mil pemp kant a baotred ha pevar mil pemp-kant a blac’hed yaouank, nav mil den en holl.

1923
Référence : SKET p.130

Ya, met an aotrou marc’heg en devoa c’hoazh pe en devo, en-dro d’e vaner, komanantoù Kerael, Kerargoaz, Keriziou, daou pe dri vil skoed leve erbedet dezhañ gant e vamm, itron gozh Trederennaderez Kerangouez.

1925
Référence : BILZ2 p.153

ha war an daolenn-se e oa skeudennet e mil liv disheñvel : koadoù gwerc'h, enno oc'h ebatiñ marmouzien

1929
Référence : SVBV p.18

ober mil vad

1931
Référence : VALL pg beaucoup

mil a dud

1931
Référence : VALL pg ame

— « Eo ! me a zo par deoc’h. » — « C’hwi ?… c’hwi, Job ? » — « Ya ! me, » a respontas Job, taer. — « C’hwi ?… C’hwi… a zo par din-me ? » — « Ya ! me a zo mestr deoc’h, n’eus forzh e pelec’h. » — « Ha, ya, Job ? » — « Ya ! ya ! ha mil gwech ya ! ha gwelomp ! »

1944
Référence : ATST p.20

Piv a lavaro pet dek mil, pet kant mil tiegezh a guitaas Bro ar Franked evit dont da chom e-touez Breizhiz rouesaet ha bihanaet o niver ?

1944
Référence : EURW.1 p7

O vezañ ma oa Glaoda soudard kozh, ha dizimez ouzhpenn e voe galvet da Gemper, a-gevret gant meur a vil Breizhad all eus Penn-ar-Bed.

1944
Référence : EURW.1 p11

An doucherien a bec'he hag a vallozhe war-lerc'h ar rederien giz nevez hag a hete d'ezo mil gwalleur.

1944
Référence : EURW.1 p73

Mil boan am boe oc'h ober ar pennad hent-se. Digouezhet er gêr, e voe ret din mont em gwele...

1944
Référence : EURW.1 p.135

Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.

1944
Référence : ATST p.81

Ma vije bet daou Job e Lanurgad, e vije bet echu ar c’hoari mil bell ’zo.

1944
Référence : ATST p.94

— « Lom, Lom, kemerit ar roeñv ! Roeñvit ’ta ! Na hopit ket, mil tanfoeltr ! »

1944
Référence : ATST p.108

Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale.

1944
Référence : ATST p.132

« O tri mil !… » eme Job, pa voe degouezhet.

1944
Référence : ATST p.32

— « Me an hini oa, moereb, » emezañ ; « me a oa o lavarout, hep soñjal edoc’h kousket : o tri mil malchañs !… »

1944
Référence : ATST p.32

Eürusamant em eus gwasket war va imor ; panevet se em bije, warlerc’h an tri mil gurun, brevet an armel, dor hag all.

1944
Référence : ATST p.33

Mil bennozh Doue deoc’h. A-douez va c’herent, ha va mignoned, n’eus nemedoc’h hag o deus priziet dont da welout ac’hanon.

1944
Référence : ATST p.40

Un eur hanter e padas ar cholori. Un eur hanter ; soñjit ! Peadra da lakaat ar voereb kozh da vervel en he gwele, kant gwech ha mil gwech.

1944
Référence : ATST p.65-66

« Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »

1944
Référence : ATST p.75

Mil bennozh Doue deoc'h, dimezell ! Me el lakay bremaik e-harz treid Hor Mamm dimp-ni holl, ar Werc'hez vinniget ganet dinamm.

1949
Référence : SIZH p.51

Mil mallozh ruz !

1960
Référence : PETO p50

Ur menez-tan eo, hag ur menez-tan kozh eo ivez kern uhelañ Fernando Po, ouzhpenn tri mil metr a-zioc'h porzh Santa Isabel.

1985
Référence : DGBD p21

Adroet eo bet o lufr a-ziagent eta ken d'ar gwerinier-liv eus ar XVvet kantved er prenestrier uhelañ, ken da grouadennoù an XIXvet kantved evel livadurioù Yan d'Argent - en o zouez an hini ma weler un ael o reiñ donezon ar yezh vrezhoneg d'an Tad Maner hag a zlefe pep Yann desk-e-yezh mont da welout paneveken ur wech en e vuhez ! - pe ar c'haelioù chantele en houarn goveliet, e-touez mil tra all.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 21

"Kroget em eus gant ar flemmadenn en askil ha graet em eus mil," emezañ din, laouen-holl.

2015
Référence : EHPEA p45

Dav e vije dit lavaret da'z reuzidi nompas mervel e lec'hioù hag a zo bet stanket gant da dud. Mil boan hon eus bet o tont betek amañ.

2015
Référence : EHPEA p35

Hogen mard eo bet a-holl-viskoazh mil anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha din da c'houzout bepred, ne'n devoa klasket o c'hinnig d'ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh vroadel.

2016
Référence : ILIAS p3

Mil dre vil, se a rae ur milion, hag evit divinout an dra-se ne oa ket dav mont betek Pariz.

2023
Référence : DREAM p. 109

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux