mil
mil c'hement all
A, pemp mil
Pemp mil
mil
daou vil
Ya, Jaouen ; setu amañ petra am beus soñjet : Te a yelo da Vrest, eno ez i da di ar c’homiser hag e tenni da baperoù evit mont da Vro-Saoz da gerc’hat glaou-douar, pe draoù all ; goulenn digant ar pennoù kentañ petra ve ar gwellañ dit da zigas ganez evit diroudañ anezho ; gra ganto da zen nec’het ; lavar ec’h eus mil boan oc’h esa bevañ da wreg ha da vugale, hag e c’houlennez kuzul diganto evit gellout ober evit ar gwellañ.
mil
ober mil vad
mil a dud
— « Eo ! me a zo par deoc’h. » — « C’hwi ?… c’hwi, Job ? » — « Ya ! me, » a respontas Job, taer. — « C’hwi ?… C’hwi… a zo par din-me ? » — « Ya ! me a zo mestr deoc’h, n’eus forzh e pelec’h. » — « Ha, ya, Job ? » — « Ya ! ya ! ha mil gwech ya ! ha gwelomp ! »
Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.
Ma vije bet daou Job e Lanurgad, e vije bet echu ar c’hoari mil bell ’zo.
— « Lom, Lom, kemerit ar roeñv ! Roeñvit ’ta ! Na hopit ket, mil tanfoeltr ! »
Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale.
« O tri mil !… » eme Job, pa voe degouezhet.
— « Me an hini oa, moereb, » emezañ ; « me a oa o lavarout, hep soñjal edoc’h kousket : o tri mil malchañs !… »
Eürusamant em eus gwasket war va imor ; panevet se em bije, warlerc’h an tri mil gurun, brevet an armel, dor hag all.
Mil bennozh Doue deoc’h. A-douez va c’herent, ha va mignoned, n’eus nemedoc’h hag o deus priziet dont da welout ac’hanon.
Un eur hanter e padas ar cholori. Un eur hanter ; soñjit ! Peadra da lakaat ar voereb kozh da vervel en he gwele, kant gwech ha mil gwech.
« Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »
Ur menez-tan eo, hag ur menez-tan kozh eo ivez kern uhelañ Fernando Po, ouzhpenn tri mil metr a-zioc'h porzh Santa Isabel.
Adroet eo bet o lufr a-ziagent eta ken d'ar gwerinier-liv eus ar XVvet kantved er prenestrier uhelañ, ken da grouadennoù an XIXvet kantved evel livadurioù Yan d'Argent - en o zouez an hini ma weler un ael o reiñ donezon ar yezh vrezhoneg d'an Tad Maner hag a zlefe pep Yann desk-e-yezh mont da welout paneveken ur wech en e vuhez ! - pe ar c'haelioù chantele en houarn goveliet, e-touez mil tra all.
"Kroget em eus gant ar flemmadenn en askil ha graet em eus mil," emezañ din, laouen-holl.
Dav e vije dit lavaret da'z reuzidi nompas mervel e lec'hioù hag a zo bet stanket gant da dud. Mil boan hon eus bet o tont betek amañ.
Hogen mard eo bet a-holl-viskoazh mil anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha din da c'houzout bepred, ne'n devoa klasket o c'hinnig d'ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh vroadel.
Mil dre vil, se a rae ur milion, hag evit divinout an dra-se ne oa ket dav mont betek Pariz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mil