Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.