Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (gt ur v. en amzer-dremenet) 1. (gant ur v. kevrennek) [1732, 1850, 1927, 1924, 1931, 2015] A bep amzer. [1850] Doue an Tad en deus engehentet e vab a-viskoazh. [1867] — « Arabat ! 'me re all, un tamm brav eo gwelloc'h, / Mont a-enep an dour, rak daoust ma'z eus dinaou, / Spered ur c'hrek atav a zalc'ho penn outañ ; / Evel-se eo bet graet, a-viskoazh ha bremañ / Da sevel he c'hribell 'enep ar gwellañ traoù. » [1944] Bep a damm leve o devoa, rak a-viskoazh o zud kozh, eus an eil tu hag egile, a oa bet perc'henned, da lavarout eo ne oant ket merourien. [1960] Re ma gouenn, er vro-mañ, 'baoe nouspet kantved / A oa troet da reiñ aluzen a-viskoazh / Ha, da ober 'velto, em eus miret ar boaz. [2015] Reiñ pour ha triñchin tro-ha-tro - Gikas evel m'eo bet a-viskoazh. DHS. a-holl-viskoazh. HS. a-vepred. 2. ROUEZ (hep v. kevrennek) [1924] A bep amzer War ar pemdez, a-bell-amzer, a-viskoazh moarvat, ar baotred a c’hoarie kornigell ; d’ar Sul, evit erbediñ o dilhad, ha miret d’o labezañ, ec’h aent war an hent bras, en traoñ gra Pennenez, da c’hoari bleiz. II. (gant ur v. en amzer-vremañ) Abaoe an amzerioù koshañ. Ar c'hustum-se zo a-viskoazh. & (gt bet) [1944] e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig. III. (goude un ak., impl. da stn) [1960] A bep amzer. D'ho mestr omp deuet da hetañ, / Evel mignoned a-viskoazh / Demat, eürusted ha yec'hed / Ha d'e saludiñ, hervez boaz. & Trl. [2013] A-viskoazh da viken : a bep amzer, hep deroù na termen. [2013] Ur c'hoant a-viskoazh da viken hag a vez gant an arzourien a bep bro.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

a-viskoazh

1732
Daveenn : GReg pg eternellement (de toute éternité)

a-viskoazh

1732
Daveenn : GReg pg ancienneté, eternellement (de toute éternité)

doue an tad en deus engehentet e vab a-viskoazh

1850
Daveenn : GON.II pg eñgéheñta

a-viskoazh

1850
Daveenn : GON.II pg biskoaz (De tout temps).

a-viskoazh

1850
Daveenn : GON.II pg a-viskoaz

An den-se a zo bet amzere a-viskoazh.

1850
Daveenn : GON.II pg amzéré (cet homme-là a été incivil de tout temps.)

— « Arabat ! 'me re all, un tamm brav eo gwelloc'h, / Mont a-enep an dour, rak daoust ma'z eus dinaou, / Spered ur c'hrek atav a zalc'ho penn outañ ; / Evel-se eo bet graet, a-viskoazh ha bremañ / Da sevel he c'hribell 'enep ar gwellañ traoù. »

1867
Daveenn : MGK p143

War ar pemdez, a-bell-amzer, a-viskoazh moarvat, ar baotred a c’hoarie kornigell ; d’ar Sul, evit erbediñ o dilhad, ha miret d’o labezañ, ec’h aent war an hent bras, en traoñ gra Pennenez, da c’hoari bleiz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1067 (Gwengolo 1924)

a-viskoazh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-viskoaz

a-viskoazh

1931
Daveenn : VALL pg (de toute) antiquité

— « O ! kement-se, Yann ? » — « N’eus kement-se ebet, Job, nemet jentil on kement-se, pa brestan deoc’h va bag… » — « Ya ! gouzout a reomp, Yann ; gouzout a reomp, rak ni a zo bet mignoned a[-]viskoazh… Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? »

1944
Daveenn : ATST p.102

Bep a damm leve o devoa, rak a-viskoazh o zud kozh, eus an eil tu hag egile, a oa bet perc'henned, da lavarout eo ne oant ket merourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Gaou bras a oa kement-se, met ar Frañsizien o deus bet a-viskoazh disfiziañs diouzh ar Vretoned.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.

1944
Daveenn : EURW.1 p52-53

D'ho mestr omp deuet da hetañ, / Evel mignoned a-viskoazh / Demat, eürusted ha yec'hed / Ha d'e saludiñ, hervez boaz.

1960
Daveenn : PETO p66

Re ma gouenn, er vro-mañ, 'baoe nouspet kantved / A oa troet da reiñ aluzen a-viskoazh / Ha, da ober 'velto, em eus miret ar boaz.

1960
Daveenn : PETO p49

Ur c'hoant a-viskoazh da viken hag a vez gant an arzourien a bep bro.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Reiñ pour ha triñchin tro-ha-tro - Gikas evel m'eo bet a-viskoazh.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial