Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1927, 2016] Abaoe an amzerioù koshañ-holl. A-holl-viskoazh ez eus bet tud vat ha tud fall. HS. a-hed ar wech, a-vepred, a-viskoazh. & Trl. A-holl-viskoazh da virviken : a bep amzer, hep deroù na termen.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

a-holl-viskoazh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg biskoaz

Soñjet hon eus e vije degemeret gwelloc'h gant ar Vretoned ur studiadenn diwar-benn ar mor, hag a zo bet dedennet gantañ hor c'henvroiz a-holl-viskoazh.

1943
Daveenn : TNKN p8

Petra bennak ne oant ket a lignez noblañs, e oant a-holl-viskoazh tud en o frankiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Hogen mard eo bet a-holl-viskoazh mil anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha din da c'houzout bepred, ne'n devoa klasket o c'hinnig d'ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh vroadel.

2016
Daveenn : ILIAS p3

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial